From Wikipedia, the free encyclopedia
Irienn an 20 a viz Gouere pe Irienn an 20 a viz Gouere 1944 a-enep Adolf Hitler pe c'hoazh Operation Walküre a voe darvoud pouezusañ ar stourm enepnazi alaman. Lodenn gentañ an irienn a voe ur gwalldaol dre vombezenn a-enep Hitler.
An Operation Walküre a oa er penn-kentañ ur raktres kemer ar galloud gant an arme en Alamagn, e ken kaz e vefe un emsavadeg. Soñjal a rae d'ar re a aozas an irienn e c'halljent profitañ eus ar gwalldaol evit tapout ar galloud. Lodenn gentañ an irienn a voe ur c'whitadenn. Ne voe ket lazhet Hitler gant ar vombezenn lakaet er Wolfsschanze (unan eus penngarterioù Hitler) gant ar c'horonal Claus von Stauffenberg. Izili an irienn a chomas da dortañ e-keit ha ma ne ouezent ket ha marv e oa Hitler pe get, padal e soñje da Stauffenberg e vije bet tu da gemer ar galloud memes m'en dije treuzvevet Hitler.
Liesseurt e oa an dud a gemeras perzh en irienn, ha darempredoù o doa gant Kelc'h Kreisau (aozet gant Helmuth James von Moltke). E-touez an 200 den a voe lazhet goude c'hwitadenn an irienn e oa ur Generalfeldmarschall (Erwin von Witzleben), 19 jeneral, 26 koronal, daou gannadour, seizh diplomat, ur ministr, tri sekretour-stad, penn-bras ar polis an torfedoù, ha meur a benn-bras all a renk uhel (Oberpräsidenten, Polizeipräsidenten ha Regierungpräsidenten).
Azalek 1938 e voe aozet ar stourm a-enep Hitler e-touez an ofiserien, peogwir ne savent ket a-du gant prientiñ ar brezel. Ouzhpenn da se e oa bet difredet ar jeneral Werner von Blomberg (ministr ar brezel) hag e oa bet reuz e penn-kentañ ar bloaz gant afer Werner von Fritsch. Met Hitler a felle dezhañ gwanaat renadur ar Wehrmacht ha kas war-raok prientiñ ar brezel a felle dezhañ ober. En nevez-amzer e roas ar general Ludwig Beck (hag eñ e penn pennoù-bras ar Wehrmacht) e zilez dre ma sante e oa kudenn ar Sudetoù o tont. Goulennet en doa displegadennoù digant Hitler a-zivout e bolitikerezh diavaez ha kaset e oa bet da sutal gant Hitler. Ur wech aet kuit Beck e c'halle Hitler lakaat amiraled ha jeneraled a-du gantañ e penn an arme.
Erwin von Witzleben, hag eñ komandant tiriad arme Berlin (Wehrkreis III), ha Walter von Brockdorff-Ahlefeldt, komandant gwarnizon Potsdam a venne en em zizober diouzh Hitler e miz Gwengolo 1938. Ur rann Panzer kaset gant ar Generaloberst Erich Hoepner a oa prest evit sikour anezho. Raktreset o doa un taol-arme hag ivez harzidigezh Hitler gant sikour penn penn-bras an armeoù, Franz Halder e anv. Evit a selle ouzh aozañ ar peurrest e tivizas ar major Hans Oster (ezel eus an Abwehr) kenlabourat gant Ernst von Weizsäcker, hag a oa sekretour-stad e ministrerezh an aferioù diavaez. Breur ur mignon dezhañ, ar mezeg Dr Theo Kordt, a oa kannad e Londrez ha karget da vont e darempred gant Lord Halifax (ministr breizhveuriat an aferioù diavaez). Met Neville Chamberlain (kentañ ministr Breizh-Veur) a zeuas da Vünchen e miz Gwengolo 1938. Eno ec'h asantas, asambles gant ar c'hannad gall hag an hini italian, dilezel ar Sudeted. Sed penaos e voe sinet emglevioù München. Ha war un dro e kollas al luskad enepnazi en Alamagn ar skoazell en doa en estrenvro.
Klask a rejont en-dro a-raok an hañv 1939. Gerhard Graf von Schwerin, (hag eñ e penn ar strollad Bro-Saoz/Amerika e penn uhelañ an arme) a voe kaset da Londrez ma kasas ar gemennadenn da-heul : « Kasit ur flodad da Danzig. Bountit URSS da skoulmañ un emglev-arme. N'eus neemt gourdrouz un eil talbenna c'hall lakaat Hitler da chom a-sav. » Ur c'hwitadenne voe, evel p'en doa klasket ar politikour Friedrich Goerdeler ur pennadig a-raok. Un taol-esae a voe ivez e miz Even 1942 : Solz a resevas urenta-kont kaset eus Londrez gant Adam von Trott. Met Anthony Eden hag a oa ministr breizhveuriat an aferioù diavaez a nac'has ar c'hinnigoù peogwir e kave dezhañ e oa an dud-se treitourien d'o bro ha ne stourment ket trawalc'h a-enep ar renadur nazi.
Meur a walldaol all a voe aozet, met c'hwitout a rejont bewech. D'an 21 a viz Meurzh 1943, Rudolf Christoph Freiherr von Gersdorff a glaskas lakaat ur vombezenn da darzhañ er Berliner Zeughaus (ur savadur istorel brudet e Unter den Linden) pa oa Hitler ennañ. Ha d'an 13 a viz Meurzh 1943 en doa klasket an ofiser Henning von Tresckow lazhañ Hitler ivez : roet en doa ur voutailhad Cointreau enni ur vombezenn da unan bennak a oa e karr-nij Hitler, met re yen e oa e toull ar c'harr-nij ha ne darzhas ket.
Ne savas ket diouzhtu Stauffenberg a-enep ar renadur nazi : e 1938 e kemeras perzh e stagerezh ar Sudetoù. Met azalek penn-kentañ 1939 e cheñchas mennozhioù hag e 1942 e oa prest da stourm a-enep da renadur Hitler. Tapet e oa Stauffenberg etre hengoun ar soudard a rank chom feal d'e vammvro hag e le da Hitler, hag e gredennoù : ne c'hell ket chom da arvestiñ ouzh an torfedoù a-vern hag ouzh al lazhadegoù hep ober tra ebet. Sed ar pezh a skrivas :
Poent eo ober un dra bennak. Evel-just e vo lakaet an neb a gredo ober un dra bennak da dreitour en istor Alamagn. Met ma tilez e vennozh, neuze e vo treitour e-keñver e gredennoù. Ne c'hallfen ket sellout war-eeun ouzh gwragez ha bugale ar re varv ma ne glaskfen ket ober kement tra a c'hallan da lakaat un termen d'un aberzh denel ken diboell.
E miz Gouere 1944 e klaskas Stauffenberg aozañ meur a wech ar gwalldaol, met rankout a reas daleañ anezhañ meur a wech ivez, dre ma vanke Göring pe Himmler.
Abred diouzh ar mintin e kuitaas von Stauffenberg hag e eil-a-gamp an Oberleutnant Werner von Haeften Berlin da vont war-du ar Wolfsschanze, hag a oa penngarter Hitler e Rastenburg. Haeften a gase gantañ daou gargad danvez-tarzh « Plastit W » bet savet gant von Gersdorff.
Ur pennadig goude bezañ en em gavet er Wolfsschanze e ouezas Stauffenberg e vije abretaet an emvod eus 30 munutenn peogwir en doa Hitler raktreset un un emgav gant Benito Mussolini goude kreisteiz. Ha ret e oa da Stauffenberg lakaat an tarzherioù hag ar munuterezhioù da vont en-dro. Stauffenberg a lavaras neuze da vevel Hitler e felle dezhañ cheñch roched. Mogn e oa, neuze e voe sikouret gant Haeften. Direnket e voe Stauffenberg pa zeuas ur serjant en e gambr, ha neuze e prientas ur c'hilo danvez-tarzh nemetken e-lec'h daou gilo. Ha neuze e reas ur fazi bras peogwir ne oa ket mailh war an danvezioù-tarzh : ne lakaas ket an eil kargad (a oa hep tarzher) er valizenn asambles gant ar c'hargad aozet evit tarzhañ. M'en dije lakaet an daou gargad asambles e vije aet en-dro gant nerzh an darzhadenn ar c'hargad ne oa ket prest, ha neuze e vije bet lazhet an holl dud er sal.
War zigarez ur bellgomzadenn e kuitaas Stauffenberg ar sal emvodoù. Ur pennadig a-raok an darzhadenn e vo lakaet ar valizenn dindan an daol derv gant ar c'horonal Heinz Brandt peogwir e oa direnket gantañ. Tarzhañ a reas ar vombezenn da 12e42. Pevar den, ar jeneral Rudolf Schmundt en o zouez, a voe gloazet da vat hag e varvjont ur pennadig goude en ospital. Met Hitler ne oa ket bet gloazet bet dost, war-bouez un nebeud bloñsoù ha diruskadurioù. Evel ma lavaras Adolf Heusinger goude, edo o komz gant Hitler eus stad an traoù e norzh URSS, ha setu perak e oant pell a-walc'h pa darzhas ar vombezenn. Sed perak ne voe ket efedus ar gwalldaol.
En irienn e oa ivez ar jeneral Ludwig Beck, ar jeneral Friedrich Olbricht, ar jenral rann -arme Henning von Tresckow, Paul von Hase, ar jeneral Carl-Heinrich von Stülpnagel, ar jeneral Helmuth Stieff, ar c'hont Wolf Heinrich von Helldorf (prefed-polis Berlin), Carl Goerdeler, Alfred Delp, al letanant-koronal Robert Bernardis, Carl Szokoll, ar c'hont Hans-Jürgen von Blumenthal, Adam von Trott zu Solz, Gottfried von Bismark hag ar briñsez Marie Vassiltchikov.
Erwin Rommel a oueze Günther von Kluge e vefe ur gwalldaol, hag e rankjont en em lazhañ. Erwin von Witzleben a voe krouget ur pennndig amzer goude e brosez renet gant Roland Freisler er Volksgerichtshof hag ar jeneral Erich Hoepner a voe krouget ivez d'an 8 a viz Even e toull-bac'h Plötzensee.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.