Inis Meáin
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Inis Meáin (Inishmaan er stumm saoznekaet) zo unan eus an Inizi Árainn e Bae Gaillimh, en Iwerzhon. « Enez kreiz » eo ster anv an enezenn, p’emañ etre an div enezenn all, Inis Mór hag Inis Oírr. An eil vrasañ eo e-touez an inizi Árainn a-fed ment, gant 4 km hed ha 2,5 km led hag ur gorread 9 km². An hini vihanañ eo avat, a-fed poblañs, gant 154 annezad (e 2006) ; hag an hini sioulañ eo ivez, gant nebeutoc’h a weladennerien.
Gant se ez eo chomet yac’h an iwerzhoneg enni ha yezh an darn vrasañ eus an dud eo. Lesanvet eo bet Ollscoil na Gaeilge (« skol-veur an iwerzhoneg »), abalamour da se. Abaoe pell ez eus deuet barzhed ha skrivagnerien brudet eus Iwerzhon da weladenniñ Inis Meáin, evel da skouer John Millington Synge, Augusta Gregory ha Pádraig Mac Piarais, o deus savet skridoù eno ha desket iwerzhoneg ivez.
Kreñvlec’hioù savet gant mein a c’haller gwelet en enezenn : Dún Chonchúir, e stumm ur c’helc’h, savet a-raok JK, ha Dún Fearbhaí, eus ar IVe kantved, savet e stumm un hirgarrezenn.
Gweladenniñ a c’haller Teach Synge, an ti ma oa bet ar skrivagner John Millington Synge o chom pa oa bet en Inis Meáin, bep hañv etre 1898 ha 1902, pa veze roet bod dezhañ gant Bríd ha Páidín Mac Donnchadha. Eno e kavas awen da skrivañ pezhioù-c’hoari evel The Playboy of the Western World (« Labous-den Penn ar Bed »[1]) pe Riders to the Sea (« War varc’h d’ar mor »[2]).
Ul labouradeg da zisallañ an dour-mor zo bet savet da bourchas dour d’an enezidi[3].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.