From Wikipedia, the free encyclopedia
Intelligent Dance Music (pe IDM, da lâret eo "sonerezh dañs speredek") a zo un anv implijet evit rummata ul lodenn eus ar sonerezh elektronek a zo he fal bezañ selaouet er gêr (doare chill-out, a dalvez tamm-pe-damm diskuizhañ) ha n’eo ket dre ret lakaat an dud da zañsal e-pad ur rave party pe ur free party.
Ganet eo bet an IDM e dibenn ar bloavezhioù 1980, evit mont a-enep d’ar c’hemm kenwerzhel a c’hoarveze e bed an house music. Ijinet e vefe bet an anv IDM pa oa an dud o klask rummata tonioù Aphex Twin bet embannet war un dastumad anvet « Artificial Intelligence Vol.1 » (1993).
Ul lusk kreñv he deus an IDM, hag ennañ e kaver perzhioù teogus ar sonerezh tekno gant perzhioù dibar stag ouzh personelezh an arzourien, hag int troet peurliesañ war an arnodiñ hag an enklask diwar-benn ar sonerezh. Alies e kaver ivez en IDM perzhioù pop, jazz ha sonerezh trouzus. Ur sonerezh diaesoc’h evit an dance music eo. Hervez lod ez eo an IDM un arouez eus kemmoù ar sonerezh elektronek hag a zo damheñvel ouzh re ar sonerezh klasel e penn-kentañ an XXvet kantved, pa oa savet oberennoù diazezet war an arnodiñ, ha diaes da gompren evit lod brasañ an dud.
E-pad pell eo bet stag an dro-lavar IDM ouzh an ti-embann pladennoù Warp, hag a brodu pladennoù Aphex Twin ha re Autechre. Evel kalz rummadoù sonerezh all ez a tamm-ha-tamm an IDM da get. Pe da nebeutañ e vez lodennet en ur bern isrummadoù nevez all. Lavarout IDM a dalvez ivez n’eo ket speredek ar peurrest eus ar sonerezh elektronek, setu perak ec’h implijer gerioù all en e lec'h evel braindance pe elektronika.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.