An histon eo ar protein pennañ er c'hromatin. Gant an histonoù e vez fetisaet ar molekulennoù TDN. Ar volekulenn fetisaet zo 40.000 gwech bihanoc'h eget ar stumm laosk, ar pezh zo talvoudus evit enbarzhiañ hollad ar genoù e nukleus ar gellig.
Seurtoù
6 seurt histonoù zo, rannet e div familh :
- Histonoù-kalon : H2A, H2B, H3 ha H4
- Histonoù-liamm : H1 ha H5
Stumm un nukleozom
Div skouerenn eus pep histon-kalon a stroll asambles evit ma rodellfe tro-dro dezho un neudenn TDN ha reiñ stumm evel-se d'un nukleozom. An TDN a rodell 1.75 gwech tro-dro d'ur galonenn-histonoù, ar pezh a glot gant 146 koublad bazennoù.
An histon H1 a servij da glozañ an nukleozom ha da reiñ tu evel-se da fetisaat muioc'h c'hoazh an TDN.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.