From Wikipedia, the free encyclopedia
Hypatia (henc'hresianeg : 'Ὑπατία Hypatia) a oa ur vatematikourez egiptat, gresianegerez, steredoniourez ha prederourez eus kêr Aleksandria, ganet etre 355 ha 370 ha muntret gant kristenien e 415, dispennet he c'horf ha devet.
Diskiblez e oa da Blotinos, hag e penn Skol nevezplatonek Aleksandria e oa. Kenskrivañ a rae gant speredoù uhel he bro, studiañ ar boelloniezh hag ar skiantoù resis, ha bevañ evel ur benedourez.
Merc'h e oa d'ar matematikour Theon (c. 335 – c. 405), a oa rener Levraoueg Alexandria, ha kenlabourat a reas gant he zad. War-dro ar bloaz 400 e oa brudet he c'helennerezh war ar matematikoù hag ar brederouriezh.
Ouzhpenn bezañ speredek-kenañ e oa kenedek hag uvel. Kelenn a reas tud uhel, koulz kristenien evel paganed, en o zouez an eskob Synesios Cyrenaica (c. 373 – c. 414) — unan eus he c'henskriverien —, Hesyc'hios Aleksandría hag ar prefed Orestes.
Hervez danevell Sokrates Kergustentin(c. 380 – goude 439) en e Historia Eclesiastica e voe lazhet Hypatia er straed p'edo o tistreiñ d'ar gêr e miz Meurzh 415, gant ur bagad klañvidiourien gristenien fuloret, anvet Parabalani[1], goude tamallet dezhi gwashaat an tabut a oa etre ar prefed Orestes, hag an eskob Kyrillos Aleksandria. Sachet e voe betek iliz ar Caesareum ma voe lakaet en noazh, lazhet a-daolioù darbodoùh ha didammet ; tammoù he c'horf a voe stlejet a-dreuz kêr betek ul leur-gêr anvet Kinarion ma voent lakaet en tan[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.