From Wikipedia, the free encyclopedia
Klotañ a ra Henoadvezh an arem (1800-1500 kent JK) gant ar mare ma oa ijinet ar vetalouriezh, gant labour ar c'houevr, ar staen ha goude se eus an arem. Prantad kentañ Oadvezh an arem eo.
Diorroiñ a ra al live bevañ tamm-ha-tamm hepdezhañ cheñch kalz. Diorroiñ a ra ivez kenwerzh etrebroadel ar c'houevr hag an darempredoù etre ar pobloù.
Ne grog ket Henoadvezh an arem e pep lec'h d'ar memes mare. Deraouiñ a ra :
Pennañ nevezadenn deknologek eo ijinadenn ur c'hendeuzadur kouevr ha staen a roas o zu d'an dud da sevel traezoù niverus en arem.
Pa deuzer anezhañ 10 % staen gant ar c'houevr e ro arem. Solutocc'h eo ar c'hendeuzadur-se evit ar c'houevr e-unan, met gwevnoc'h eo pa vez tomm. A-drugarez d'ar perzh-se e c'haller sevel traezoù arem gant mouloù. Implijet e veze div deknologiezh : ar mouloù maen pe par teknologiezh ar c'hoar kollet. Homañ ziwezhañ a roe an tu da sevel traezoù arem kleuz bras-kenañ, evel bendelloù rodoù kirri. Savet e veze ivez traezoù liesseurt all evel klezeoù, pennoù goaf ha goustilhoù.
Implijet e veze ivez an arem war dachenn an arzh da sevel troioù-gouzoug, elfennoù klinkerezh, lagadennoù anavezet dre ar skouerennoù kavet er bezioù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.