Hell Let Loose

From Wikipedia, the free encyclopedia

Hell Let Loose zo ur c'hoari video doare FPS liesc'hoarier sevenet gant ar studio aostralian Black Matter Studio hag embannet gant Team17 war ar savenn Microsoft Windows. Aergelc'h ar c'hoari a zo an Eil brezel-bed. Evit dont a-benn da seveniñ ar c'hoari e voe savet ur rastellañ arc'hant war internet dre al lec'hienn Kickstarter e miz Here 2017. US$220 000 a oa bet rastellet en holl. Ar c'hoari a zo bet embannet er stumm alpha e miz Meurzh 2018 hag e stumm early access d'ar 6 a viz Even 2019. Implijet ez eo bet al lusker video Unreal Engine 4 a-benn sevel ar c'hoari.

Fedoù berr-ha-berr Titl, Tachenn ...
Hell Let Loose
c'hoari video
TitlHell Let Loose 
Tachenntenn kentañ-sell, c'hoari video oberiant, c'hoari video strategiezh 
DiorroerBlack Matter 
Ti-embannTeam17 
SavennMicrosoft Windows, Xbox Series X and Series S, PlayStation 5 
Deiziad embann6 Mez 2019, 27 Gou 2021 
Bro orinAostralia 
DasparzherSteam, Microsoft Store 
Notenn ar varnouriezh76/100, 59% 
Doare c'hoaric'hoari video liesc'hoarier 
Lusker grafikUnreal Engine 4 
Diaz embannembannadur niverel 
Renkadur ESRBMature 17+ 
Lec'hienn ofisielhttps://www.hellletloose.com/ 
Doare arc'hantaouiñcrowdfunding 
Patrom aferioùearly access 
Serriñ

Genver 2022, Black Matter en doa gwerzhet ar c'hoari d'an embanner Team17, hag an embregerezh a oa bet o arc'hantaouiñ 6 studio evit kenderc'hel gant diorroadur ar c'hoari abaoe 2023.

Doare c'hoari

Ar c'hrogadoù a zo stourmadennoù 50 a-enep 50 gant armoù ha karbedoù istorle lies etre div skipailh pe alamanted, stadunaniz, soviediz, saozon. Ouzhpennet ez eus bet an Afrika Korps alaman hag an 8vet arme saoz.

Liammoù diavaez

Lec'hienn ofisiel Hell Let Loose

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.