Harald Gormsson ( Haraldr blátǫnn Gormsson e norseg, Harald Blåtand Gormsen e daneg), pe Harald Iañ, roue Danmark, a oa ganet war-dro 935. Mab e oa d'ar roue Gorm ha da Thyra Dannebod, ha ren a reas war-lerc'h e dad. Lakaat a reas ar gristeniezh da relijion ofisiel. Mervel a reas en 985 pe 986 goude bet roue Danmark adalek 958, pe war-dro), ha roue Norge ivez e-pad un toullad bloavezhioù war-dro 970. Marteze e voe distroadet gant e vab Sweyn .
Kristenekaat
Daou skrid zo diwar-benn penaos e troas Harald da gristen.
Savadurioù
Mein Jelling
Harald a savas mein Jelling , peulvanoù savet en enor d'e dud[1], ha warne an enskrivadurioù runek brudetañ e Danmark, hervez an Encyclopædia Britannica[2]. War ar peulvanoù-se eo dastumet buhez Harald en un enskrivadur runek :
- Ar roue Harald en deus lakaet sevel ar monumantoù-se d'e da Gorm ha d'e vamm Thyra. An Harald a c'hounezas Danmark ha Norge en o fezh hag a droas an Daned e kristenien.
Pont
Gantañ e voe savet koshañ pont kreisteiz Lec'hlenn, e Ravninge, 5 metrad led, 760 hed dezhañ.
Bluetooth
Adkemeret eo bet e anv Blåtand, saoznekaet e Bluetooth avat, da reiñ d'un aozerezh-kemenn dre bellgomz.
Notennoù
Pennad kar
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.