From Wikipedia, the free encyclopedia
Habitancum a oa ur c'hreñvlec'h roman e Risingham, Northumberland, Bro-Saoz. Bez' e oa unan eus anr stignadoù gwareziñ hag a voe savet a-hed Dere Street, an hent roman hag a oa etre York ha Corbridge ha betek Melrose.
Habitanci a lenner war un aoter bet savet gant Marcus Gavius Secundinus, anezhañ ul legad koñsulel hag a oa diouzh tro eno. N'eus meneg ebet eus al lec'h e mammennoù all evel an Notitia Dignitatum.
Diaes eo termeniñ talvoudegezh Habitancum : - cognonem Avitus, kavet skrivet ivez Abitus, Avithus, Avittus, Habitus ; - ancum : gwelout *-aco, *-acum = da ziskouez an hini hag a zo ar perc'henn. --------------
En Habitancum eoa bet savet ur maen-somm bras hag a ziskoueze en izelvos an doue roman-ha-brezhon Sylvanus Coccidius. En XVIIvet kantved avat, perc'henn al lec'h a voe ker brouzet ouzh an niver a dud a zeue da welet ar maen m'en e zistrujas evit ober postoù evit ur gloued. Garoù ar maen-sonn orin eo ar pezh nemetañ zo chomet.
E 1983, ar Redesdale Society a lakaas staliañ un eildaur hanter-vent eus ar maen orin.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.