Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwilherm II, lesanvet ar Ruz, eil mab Gwilherm an Alouber, ganet war-dro 1060, a voe roue Bro-Saoz war-lerc'h e dad, eus 1087 betek 1100.
Stourm a eure ouzh e vreur henañ Robert Courteheuse, ha n'en doa bet nemet dugelezh Normandi digant o zad. En 1096, pan eas Roparzh d'ober kentañ brezel ar groaz e teuas a-benn da lakaat e grabanoù war dugelezh e vreur, met mervel a reas dre wallzarvoud pevar bloaz goude, ma voe paouezet trumm gant unavanidigezh an div stad.
Heñvelrevad marteze e oa Gwilherm. Ne fellas ket dezhañ dimeziñ, serc'h ebet n'en doe, na bugel ebet. Hervez Orderic Vital « n'en devoe pried ebet hervez al lezenn. Met, hep kaout e walc'h gwech ebet, e likouas muiañ ma c'hallas hag en devoa darempredoù hudur ».
En e raok: Gwilherm an Alouber |
Roue Bro-Saoz 1087 - 1100 |
War e lerc'h: Herri Iañ |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.