From Wikipedia, the free encyclopedia
Wilhelm Prusia, eus e anv leun: Friedrich Wilhelm Victor August Ernst von Preußen (1882–1951), a oa mab henañ an impalaer Gwilherm II, anavezet evel ar c'h-Kronprinz, ar priñs pennhêr.
Brudet e oa da vezañ penn-skañv ha merc'hetaer. Harluet e oa bet en Izelvroioù goude Dispac'h Alamagn e 1918. Dont a reas en-dro avat e 1923, ha darempredoù en doe gant an nazied ma voe implijet gante evit o bruderezh.
Goude muntr e vignon kañseller Kurt von Schleicher, da Nozvezh an Hirgontilli e 1934, e paouezas gant ar politikerezh. E zifennerien a lavar n'en doa klasket, eus 1919 da 1934, nemet kavout an tu da brientiñ distro an Tiegezh Hohenzollern er galloud hag e krede dezhañ e vije bet skoazellet gant Hitler.
Wilhelm a zimezas da Cecilie von Mecklenburg-Schwerin (1886 – 1954) en Berlin d'ar 6 a Vezheven 1905. Eñ a oa 23 bloaz ha hi 18 vloaz.
C'hwec'h bugel o doe:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.