From Wikipedia, the free encyclopedia
Frans 1añ de Vrient pe de Vriendt lesanvet Frans Floris, (1520 – 1570 en Antwerpen) a oa ul livour flamank eus ur familh arzourien flamank. Taolennoù istorel a rae.
Mab ha mab-bihan da gizellerien e oa Frans Floris ha gant e eontr eo e krogas da zeskiñ ar vicher en Antwerpen. Goude ur pennad e tilezas ar c'hizellañ hag e stagas gant al livañ. D'e ugent vloaz ez eas da Liège, hag eno e teskas gant Lambert Lombard. Fellout a rae da Floris heuliañ skouer meur a livour all evel Jan van Scorel, Michiel van Coxcie ha Maarten van Heemskerck ha divizout a reas mont da Italia ivez. Ur wech distro da Antwerpen e voe ezel eus kouch ar gêr (1540) hag e tigoras e skol. Lavaret e vez e voe stummet 120 den enni, en o zouez e vab Frans, lesanvet Floris yaouank.
Frans Floris a livas taolennoù bras a yae da ginklañ tiez noblañsed Spagn ha re embregourien Antwerpen. Gouzout a reer ivez e savas skeudennnoù diwar-benn mojenn Herkules evit Claes Jongeling, hag eñ marc'hadour a Antwerpen. E palez Philippe de Croy e Beaumont e savas pevarzek taolenn vras. Anavezet ha doujet e oa gant Karl V, impalaer santel ha gant Fulub II Spagn, ha pinvidik e teuas da vezañ a-drugarez d'e zonezon.
Un nebeud eus e oberennoù a anavezer nemetken : dispriziet e voent abalamour d'o ferzhioù fall, pe disoñjet dre ma ne glotaent ket gant al luskadoù a ziwanas goude. Taolennoù koshañ Floris hag a zo anavezet a zo Meurzh ha Gwener tapet gant Vulkan e mirdi Berlin (1547), hag ur Varnadenn ziwezhañ (1566) a c'haller gwelout e Brusel. Meur a volz-enor, Daouzek labour Herkules ha Diskar an aeled fall (e Antwerpen) a zo anavezet ivez.
Ur pennad diwar e benn a gaver e-barzh Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies gant Dominicus Lampsonius.
Mervel a reas Floris d'ar 1añ a viz Here 1570 en Antwerpen. D'ar mare-se e oa staget gant div oberenn bras-tre : ur C'hroazstagadur hag un Dasorc'h a oa da vezañ lakaet e prioldi meur Spagn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.