Fernando II Portugal
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ferdinand von Sachsen-Coburg-Gotha (1816-1885) zo ur priñs alaman hag a deuas da vout Roue Portugal evel Fernando II Portugal.
Mab e oa d'ar priñs Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry (1781-1851), jeneral eus an Impalaeriezh Santel Roman ha dug Sachsen-Coburg-Gotha, ha d'ar briñsez slovak Antonia Kohary (1792-1862). Savet e voe e douaroù e dud, e Slovakia a hiriv, hag el lezioù aostrian hag alaman.
Niz e oa da Leopold Iañ, Roue Belgia, ha kenderv kompez d'an hini a deuio da vezañ ar rouanez Victoria.
E 1836 e timezas da Maria II Portugal, intañvezet goude kleñved he c'hentañ pried, Auguste de Leuchtenberg. Roue kenseurt Portugal e voe, jure uxoris hervez al lezenn bortugalat, goude ganet e vab henañ, eus 1837 betek 1853. Anavezet eo evel ar roue arzour.
Mervel a reas e bried Maria er gwentloù e 1853. Roue rejant e voe betek ken na voe e vab Pedro en oad da gemer ar gurunenn. Klask a reas Bro-Saoz e lakaat da roue Gres, met nac'h groñs a reas, gwell gantañ chom e Portugal d'ober war dro an arzoù.
Unnek bugel o devoe:
Addimeziñ a reas Fernando II da Elisa Hensler, ur ganerez suis, ha ganti e vevas e palez ar Pena.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.