From Wikipedia, the free encyclopedia
Fallout zo un heuliad c'hoarioù video doare RPG en ur bed peurzistrujet. Krouet e oa bet gant Interplay Entertainment. An heuliad c'hoarioù video a dremen en XXIIvet kantved ha XXIIIe kantved, gant un aergelc'h atompunk ha retrodazontel. Awenet eo bet bed ar c'hoari hag an tresoù implijet gant ar sevenadur goude an Eil Brezel-bed stadunanat eus ar bloavezhioù 1950. Ur meskaj eo etre spi en teknologiezhioù nevez, gortoz ur salver, aon bras rak an armoù nukleel ha distruj an denelezh dre o implij. Bez e oa bet dija ur c'hoari memes doare a-raok ma vefe embannet ar c'hentañ hini eus an heuliad Fallout, anvet e oa Wasteland. Embannet e oa bet e 1988, hag an heuliad Fallout a vez gwelet evel kendalc'hadur speredel ar c'hoari-se.
An daou c'hoari kentañ en heuliad, Fallout ha Fallout 2, a oa bet savet gant ar studio c'hoari video Black Isle Studios.
Ar studioioù Micro Forté ha 14 Degrees East o doa sevenet e 2001 ar c'hoari Fallout Tactics: Brotherhood of Steel. Ar c'hoari a zo unan strategiezh hag role-playing game. E 2004, Interplay a roe lamm da Black Isle Studios, met kenderc'hel a rae da broduiñ ur c'hoari avantur gant lodennoù RPG war PlayStation 2 hag Xbox, Fallout: Brotherhood of Steel.
Un trede c'hoari a zo bet ouzhpennet d'an heuliad anvet Fallout 3, hag a voe embannet e 2008 gant Bethesda Softworks. Heuliet e voe gant Fallout: New Vegas e 2010, savet gant Obsidian Entertainment. Fallout 4 a zo bet embannet e 2015.
Bethesda Softworks a zo perc'henn ar gwir da sevel c'hoarioù Fallout. Nebeut amzer goude bezañ bet prenet ar gwirioù hag ar perc'henniñ speredel, Bethesda a lakae da dalvezout ar c'hoant da sevel ur c'hoari doare massively multiplayer online role-playing game (MMORPG) Fallout digant Interplay. An MMORPG en doa tizhet pazenn ar stumm beta dre labour Interplay, met ur sach-blev gwirel etre Bethesda Softworks hag Interplay a nac'has da genderc'hel gant echuiñ ar c'hoari betek ma vefe rediet nulañ anezhañ. Bethesda a embanne dirak al lez-varn ne oe ket bet senetet mat gant Interplay d'ar c'hevrad ha d'ar gwirioù perc'henniñ. An afer a voe barnet ha roet ar gwir da Bethesda.
Skoet gant feulster ha distrujoù an Eil Brezel-bed, dreist-holl Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki, gant ar Brezel Yen o kregiñ hag ar riskl distruj ar blanedenn dre ur brezel nukleel, e voe awenet ul luskad sevenadurel. Al luskad sevenadurel-se a vez adkemeret en heuliad c'hoarioù Fallout. Ar fed ma vefe an dreistbeverien o vevañ en ur bunker enep-nukleel, ar skritelloù war dañjerioù un en-dro saotret a zo ul lodenn eus ar sevenadur a voe gwirion er bloavezhioù 1950.
Embannet e 1997, Fallout a zo diazezet en ur bed peurzistrujet e su Kalifornia, ha kregiñ a ra an istor er bloavezh 2161. An dudenn pennañ, graet ar Vault Dweller anezhañ, a zo bet kefridiet gant kavout un tamm urzhiataerezh liammet gant rouedad dour ar bunker Vault 13. Ret eo dezhañ neuze mont kuit eus al lec'h repu enep nukleel ha mont etrezek ar Wasteland, ar bed peurzistrujet.
Goude-se e vo ret da haroz an istor, ar Vault Dweller, da dalañ ouzh un dagadenn a vefe sevenet gant ur strollad mutanted, the Master un dudenn falakr e-penn anezhañ.
1997 – | – Fallout | |
1998 – | – Fallout 2 | |
1999 – | ||
2000 – | ||
2001 – | – Fallout Tactics | |
2002 – | ||
2003 – | ||
2004 – | – Fallout: Brotherhood of Steel | |
2005 – | ||
2006 – | ||
2007 – | ||
2008 – | – Fallout 3 | |
2009 – | ||
2010 – | – Fallout: New Vegas | |
2011 – | ||
2012 – | ||
2013 – | ||
2014 – | ||
2015 – | – Fallout Shelter, Fallout 4 | |
2016 – | ||
2017 – | ||
2018 – | – Fallout 76 |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.