Fable III

From Wikipedia, the free encyclopedia

Fable III zo ur c'hoari video doare RPG en ur bed digor, savet gant ar studio Lionhead Studios hag embannet gant Microsoft Game Studios war Xbox 360 ha Microsoft Windows. Fable III a zo trede lodenn an heuliad c'hoarioù video Fable. An istor a ro tro d'ar c'hoarier da vezañ an dudenn bennañ o stourm evit pilañ Roue Albion (breur an haroz) o sevel ur c'hengevread evit kaout harp er reveulzi. Goude un emsavadeg trec'hus, an haroz a vez lakaet da roue ha fiziet e vez dezhañ difennerezh rouantelezh Albion a-enep un euzhvil.

Fedoù berr-ha-berr Titl, Heuliad ...
Fable III
c'hoari video
TitlFable III 
HeuliadFable 
Raklec'hiet gantFable II, Fable: The Balverine Order 
Heuliet gantFable 
Tachennaction-RPG, video game with LGBT character, RPG, c'hoari video faltaziek 
DiorroerLionhead Studios 
Ti-embannXbox Game Studios 
SavennXbox 360, Microsoft Windows 
Deiziad embann2 Eos 2010, 21 Her 2008 
Bro orinRouantelezh-Unanet 
SonaozerRussell Shaw 
DasparzherSteam 
Notenn ar varnouriezh78/100 
Doare c'hoaric'hoari e-unan 
Treset gantPeter Molyneux 
Trobarzhell dont trelanker c'hoari 
Diaz embannDVD, embannadur niverel 
Renkadur CEROZ (18 vloaz ha koshoc'h) 
Renkadur ESRBMature 17+ 
Renkadur PEGIPEGI 16 
Renkadur USKUSK 16 
Lec'hienn ofisielhttp://lionhead.com/Fable/FableIII/ 
Serriñ

Er c'hoari e vez adkavet mouezhioù aktourien brudet evel Ben Kingsley (Sabine), Stephen Fry (Reaver), Simon Pegg (Ben Finn), Naomie Harris (Page), Michael Fassbender (Logan), Zoë Wanamaker (Theresa), Bernard Hill (Sir Walter Beck), Nicholas Hoult (Elliot), John Cleese (Jasper), Kellie Bright (Harozez Brightwall), ha Louis Tamone (Harroz Brightwall).

Embannet e oa bet ar c'hoari d'an 29 a viz Here 2010 war Xbox 360 ha d'an 20 aviz Mae 2011 war urzhiataer dre ar savennoù Games for Windows ha Steam. En doare sevenet evit an urzhiataer e adkaver ur stumm diaester ouzhpenn (Hardcore mode) ha nevezintioù 3-ment na voe ket embannet war an doare Xbox 360.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.