Europa (merc'h Agenor)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Europa (merc'h Agenor)

Europa (Εὐρώπη / Eurốpê e henc'hresianeg, latinekaet en Europa) a oa ur briñsez a Fenikia, merc'h da Agenor, roue Tir, ha de bried Telefassa, ha c'hoar da g-Kadmos, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Diwar-benn ur briñsez anvet Europa eo ar pennad-mañ. Re all zo bet anvet evelti, sellit ouzh Europa (disheñvelout).

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Lec'h ganedigezh ...
Europa, merc'h Agenor
Thumb
tudenn mitologel gresian, den faltazius
Reizh pe jenerplac'h 
Lec'h ganedigezhTir 
TadAgenor 
MammTelefassa, Alphesiboea, Perimede 
Breur pe c'hoarKiliks, Kadmos, Phoenix, Thrace 
PriedAsterios 
Kompagnun(ez)Zeus 
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek 
Tachenn ar sant pe doueEuropa 
A wiskgarland 
Serriñ
Thumb
Europa skrapet gant an tarv.
Thumb
Murlivadur e Pompei, I kantved.

Hi a voe an hini he dije roet hec'h anv da gevandir Europa hervez lod. Hervez lod all e vije kentoc'h Europa (merc'h Okeanos).

Mojenn

Skrapet e voe war an aod e Sidon gant Zeus, a oa tostaet dindan neuz un tarv gwenn evit chom hep he spontañ ha hep bezañ gwelet gant e wreg warizius (peadra a oa pa weler niver e vugale amañ hag ahont), an doueez Hera. Hag Europa da sevel war e gein. Hag eñ da vont er mor ganti, ha d'he c'has betek Kreta (pe en hanternoz d'ar Bosfor hervez mojennoù zo), rak gant a vuan ma'z ae Zeus ne oa ket Europa evit diskenn diwar e gein. War-lerc'h e voe ganet ganti:

Diwezhatoc'h e voe roet Europa gant Zeus da roue Kreta, Asterion.

Steredeg

Steredeg an Tarv a ra dave, a-hervez, da skrapadeg Europa.

En arzoù

Meur a arzour, evel Darius Milhaud, ha livourien dreist-holl evel Tizian, Veronese, Rembrandt, a zo bet awenet gant mojenn Europa.

Pezhioù

Gwelout a reer Europa war bezhioù 2 euro e Gres, Italia ha Kiprenez.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.