From Wikipedia, the free encyclopedia
Etruria — a veze anvet Tyrrhenia peurliesañ er mammennoù gresianek ha latin — eo anv ar vro ma oa an Etrusked o chom en Henamzer. Ur vro e-kreiz Italia a vremañ eo, en tolead a c'holoe ul lodenn eus Toskana, Latium, Emilia-Romagna hag Ombria a vremañ.
Er vro-se, en Hanternoz Roma, e veve, etre an VIIvet hag ar Iañ kantved a-raok Jezuz-Krist, ur bobl anvet Tuscii pe Etrusked gant ur yezh ha kustumoù disheñvel diouzh re hec'h amezeien. Setu perak e voe kredet gant kalz e oa deuet an dud en ur bagad, o tegas ganto yezh ha kustumoù. Pa seller a dost, koulskoude, e weler n'eus koulz lavaret hini eus ar c'hustumoù-se na gaver e bar tro-war-dro da Etruria. An etruskeg ivez a c'hell bezañ bet unan eus ar yezhoù komzet en Italia a-raok ma teuas al latin ha yezhoù indezeuropek all kar dezhañ. Berr-ha-berr : pobl an Etrusked, evel kalz a bobloù all, a oa marteze en em furmet tamm-ha-tamm, ha n'eus ket ezhomm ijinañ un divroadeg.
An Etrusked a anaveze mat ar mor. O listri a yae dre-holl er Mor Kreizdouar. Marc'hadourien e oant (laeron-vor ivez), ha traoù a bep seurt a gaver en o bezioù, degaset ganto da heul o beajoù. Gwerzhañ a raent metaloù boutin a gavent en o bro. Se oa dreist-holl etre an VIIIvet kantved kt JK hag ar VIvet kantved kt JK. Diwezhatoc'h e kreskas galloud Bro-C'hres ha Kartada war ar morioù, hag an Etrusked a gollas o finvidigezh hag o nerzh, hag a voe lonket gant ar Romaned goude bezañ bet pell er c'hreisteiz, betek Kampania, ha pell ivez er biz betek traoñienn ar Po ha Mor Adria.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.