From Wikipedia, the free encyclopedia
Un eskob (liester : eskobed, eskeb, eskibien) a zo un den uhel en urzh en Iliz katolik roman, en Iliz Ortodoks, en Iliz anglikan hag e lod eus an Ilizoù protestant. E penn un eskopti e vez un eskob.
Ul lid a vez aozet gant un eskob all (pe meur a hini) evit e eskobiñ, da lavarout eo reiñ ar garg dezhañ.
Rann eus | clergy |
---|---|
Honorific prefix | Excellency, Monsignor |
Relijion | kristeniezh |
Organization directed by the office or position | diosez, eparchy |
Applies to jurisdiction | diosez, eparchy |
Model item | eskob katolik, Oriental Orthodox bishop, Protestant bishop, eparch, western bishop |
Category for eponymous categories | Q59522495 |
Eus al latin kristen episcopus diwar ar gresianeg επισκοποςe episkopos, "diwaller, evezhier" e teu ar ger eskob hag e zeveradennoù "eskobded", "eskobel", "eskobelezh", "eskobiezh", "eskobiñ", "eskopti" hag "eskoptiad".
Pemp gwech e kaver ar ger "eskob" en Testamant Nevez.
Petra bennak ma n'eo ket bet krouet ar garg-se gant Jezuz-Krist e seblant bezañ ur stad reizh e penn-kentañ diorroadur ar gristeniezh. Diaes eo ober un diforc'h gant hini ar presbyter (πρεσβυτερος), met an diagon a weler el Lizher da Zimoteos a seblant dindan beli an eskob.
En Oberoù an Ebestel e reer eus an eskob ur maesaer evit e dropell, ur skeudenn voutin implijet en amzer hiziv c'hoazh. El Lizher da Zimoteos e reer "pried ur wreg nemetken" anezhañ, met amsklaer eo ma 'z eus kaoz eus nac'hañ dezho an eildimeziñ pe eus al liespriedelezh ; n'eus roud ebet avat eus eskibien a vije difennet outo dimeziñ ha genel krouadurioù d'ar c'houlz-se.
Diwar obererezh an ebestel e voe aozet an Iliz kristen nevez en un doare efedusoc'h ken ma 'z eas roll an eskibien war bouezusaat en IIvet kantved. Gwelet eo kement-se e skridoù Ignatius Antioch (c. 35 – c. 110), pa zisplegas en e Lizher d'ar Vagnesianed :
« Lakait an holl da zoujañ ouzh an diagoned koulz hag e tleont doujañ ouzh an eskob hag eñ skeudenn an Tad ha doujañ ouzh ar veleged ivez,
ken e toujer ouzh ar re-se evel kuzul Doue ha Strollad an Ebestel. »
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.