From Wikipedia, the free encyclopedia
Implijet e vez an termen yezhoniel endoforiezh (saoz.: endophora) evit komz eus elfennoù enyezhoniel, da lavaret eo elfennoù hag a ra dave da elfennoù all en hevelep skrid (dre gomz pe dre skrid) ; da skouer :
Amañ ec'h eo eñ un daveenn enyezhoniel rak dave a ra d'un elfenn bet menneget dija er skrid, Yannig.
Er frazenn amañ da-heul hepmuiken avat e talvezfe ar memes termen eñ da zaveenn ezyezhoniel dre ma ra dave d'un elfenn a zo er-maez eus ar skrid :
Da lavaret eo, er frazenn gentañ e ouzer eus piv emeur o komz pa vez implijet ar raganv eñ met en eil frazenn ne c'heller ket gouzout eus piv resis ez eus komz gant implij an hevelep termen.
Tri doare endoforiezh disheñvel zo : kataforiezh, anaforiezh hag emdaveoriezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.