Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Edouarzh ar C'hofesour, Edward the Confessor e saozneg, (war-dro 1004 - 1066), a voe roue Bro-Saoz war-lerc'h Knut III, hag an eil roue diwezhañ a lignez sakson, a-raok aloubadeg Gwilherm an Alouber e 1066 en emgann Hastings.
Mab e oa da Ethelred II. Deol e oa ken e oa, ha biskoazh n'en dije kousket gant e wreg, Edith a Wessex. Anvet e voe da sant en 1161. Ken santel e oa an den, a lavarer, ma ne oa ket breinet e gorf 36 vloaz goude e varv, pa voe digoret e vez.
E 1013 e rankas Edouarzh hag e vreur Alfred Aetheling, war un dro gant o mamm Emma de Normandie, tec'hel dirak an Daned, da glask repu da vro e eontr Richarzh II, dug Normandi (tad-kozh Gwilherm an Alouber).
Ugent vloaz goude, e 1036, e reas kazeg pa glaskas diframmañ ar gurunenn diwar benn Harold II. E vreur Alfred a voe lazhet en abadenn, abalamour da drubarderezh ar c'hont Godwin Wessex. E 1041 e tistroas da Vro-Saoz, pedet ma oa gant e hantervreur Knut III Danmark, a lakeas anezhañ moarvat da bennhêr e vadoù, gant skoazell Godwin Wessex, deuet da vezañ kamarad da Edouarzh. Mervel a reas Knut e Mezheven 1042, ha kurunennet e voe Edouarzh en iliz-veur Winchester d'an 3 a viz Ebrel 1043.
Ur ren a beoc'h hag a frouezhusted e voe e hini. Galloud bras o devoa ar gonted Godwin, Leofric Mercia (pried Lady Godiva), Siward Northumbria.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.