From Wikipedia, the free encyclopedia
Rouantelezh an Div Sikilia zo ur rouantelezh a c'hoarvezas, meur a wech, eus unvaniñ ur rouantelezh Sikilia, hag ur rouantelezh Naplez, div rouantelezh a oa c'hoarvezet eus rannidigezh ur rouantelezh Sikilia gozh.
Deiziad krouiñ | 1738 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Regno delle Due Sicilie, Regnu dî Dui Sicili, Regno d'e Ddoje Sicilie |
Den e penn an aozadur | monarch of the Kingdom of the Two Sicilies |
Yezh ofisiel | italianeg, sikilianeg, napolitaneg |
Kan broadel | Inno al Re |
Kevandir | Europa |
Stad | Rouantelezh an Div Sikilia |
Kêr-benn | Napoli, Palermo |
Daveennoù douaroniel | 40°50′0″N 14°15′0″E |
Renad politikel | monarkiezh hollveliek, Monarkiezh vonreizhel |
Office held by head of state | monarch of the Kingdom of the Two Sicilies |
Moneiz | Q15256289 |
Perc'henn war | Palazzo San Giacomo, Palazzo della Prefettura, Naples |
A zo stok ouzh | Stadoù ar Pab |
Raklec'hiet gant | Rouantelezh Naplez (1805-1815) |
Heuliet gant | Rouantelezh Italia |
Erlec'hiet gant | Rouantelezh Italia |
Erlec'hiañ a ra | Kurunenn Aragon |
Yezh implijet | sikilianeg |
Deiziad divodadur | 21 C'hwe 1861 |
Relijion ofisiel | Katoligiezh |
Dispartiet e oa Rouantelezh Naplez, pe Rouantelezh Sikilia ledenezel , diouzh Rouantelezh Sikilia enezel abaoe Gousperoù Sikilia e 1282. Bodet e voent adarre avat en 1442 gant ar roue Alfonso V Aragon . Pa varvas en 1458 e voe rannet adarre entre e vreur Joan II Aragon, a viras Sikilia, hag e vastard Ferdinand a zeuas da vout roue Naplez.
En 1501 e voe aloubet Naplez gant ar roue Fernando II Aragon hag adunvanet an div rouantelezh gantañ. E c'hourvibien, Rouaned Spagn, a oa « Rouaned Sikilia en daou du d'ar strizh-mor » , un titl douget gant holl Rouaned Spagn betek Brezel Hêrezh Spagn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.