Didier Ratsiraka
From Wikipedia, the free encyclopedia
Didier Ratsiraka (ganet d'ar 4 a viz Du 1936) zo ur soudard hag ur politikour eus Madagaskar, bet prezidant ar vro.
Goude bezañ bet ministr an aferioù estren e gouarnamant Gabriel Ramanantsoa e voe lakaet e penn ar Stad d'ar 15 a viz Even 1975. Lesanvet e oa an Amiral ruz ha lakaat a reas ul luskad sokialour e plas. Diwar ur referendom aozet e miz Kerzu 1975 e voe diazezet an eil republik en enez hag anvet Ratsiraka da brezidant evit 7 vloaz. Addilennet e voe e 1982 hag e 1989 daoust d'an eneberezh ouzh e bolitikerezh kreskiñ. E miz Eost 1991 e voe lazhet manifesterien gant gwarded ar prezidant diwar e urzhioù hag e miz Here 1991 e voe rediet Ratsiraka da sinañ ur c'henemglev ma embanne krouidigezh ur gouarnamant da c'hortoz, hag eñ prezidant gant nemeur a c'halloud. Koll e voe en dilennadeg aozet ar bloaz war-lerc'h ha leuskel e blas da Albert Zafy d'ar 27 a viz Meurzh 1993.
Mont a reas en harlu da vro C'hall ha distreiñ da Vadagaskar e 1996 evit kemer perzh en dilennadeg prezidantel. Gounit a reas ha mont da brezidant en-dro e miz C'hwevrer 1997. Lakaat a reas e anv adarre e dilennadeg miz Kerzu 2001 m'en em gavas en eil plas goude Marc Ravalomanana er c'hentañ tro. Ne voe ket aozet eil tro an dilennadeg dre ma embannas Ravalomanana e oa bet ouzhpenn 50% eus ar mouezhioù gantañ hag e ranke dre-se bezañ lakaet da brezidant. Stourmoù a voe etre partizanted an daou du betek ma tec'has Ratsiraka kuit da vro-C'hall e miz Gouere 2002.
E miz Du 2011 e c'hellas distreiñ da Vadagaskar.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.