Daft Punk

From Wikipedia, the free encyclopedia

Daft Punk
Remove ads

Daft Punk a oa ur strollad gall hag a rae sonerezh elektronek, lakaet da house pe da dekno a-wechoù. Eus Pariz eo e daou ezel Thomas Bangalter ha Guy-Manuel de Homem-Christo. Ar strollad zo bet anezhañ etre 1993 ha 2021, gant peder fladenn studio ha div bladenn live. Liammet eo Daft Punk ouzh an emsav arzel anvet French Touch, peogwir e oa unan eus ar strolladoù kentañ hag a sonas ar stumm muzik-se e Bro-C’hall.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Deroù ar prantad labour ...
Remove ads

Ken brudet eo ma talc’h rekord an niver a bladennoù gwerzhet er bed-holl gant ur strollad gall. Brudet e oa an daou soner kar maskloù robot a wiskent bepred, ouzhpenn chom mut gant ar mediaoù. E-mod-se e voe savet o skeudenn arzourien dizalc’h, ar pezh zo liammet gant spered ar muzik house ha tekno krouet d'ar mare-se.

Remove ads

Pladennrolladur

Thumb

E 1997 e oa bet savet o fladenn gentañ, Homework, awenet gant house Chicago. Diouzhtu e reas berzh er bed-holl, peogwir e oa krouet ganti ar French Touch, ur son etre house ha tekno. Da lavaret eo e oa house diaoz gant ur son silet un tamm, hag awenet gant ar mare disco.

E 2001 e voe embannet div bladenn. An hini gentañ, Alive 1997, zo ur bladenn live hag a zo bet enrollet war al leurenn e Birmingham (Bro-Saoz). An eil, Discovery, zo awenet muioc'h gant an disco hag ar op. Ma oa disheñvel homañ diouzh an hini gentañ e reas berzh bras er bed-holl memestra. Daou vloaz war-lerc’h e voe savet gant Leiji Matsumoto ur film tresadennoù-bev hag a implij muzik ar bladenn penn-da-penn.

E 2003 e voe embannet ur bladenn remix diwar sonennoù an div bladenn gentañ.

E 2005 e voe embannet ur bladenn nevez gant ur stil nevez. Human after all a oa awenet gant ar bed elektronek da zont, hervez titloù ar sonioù hag hervez ur son elektronekoc'h.

E 2007 e voe enrollet ur bladenn live nevez, Alive 2007, e Paris-Bercy. Al leurennañ a oa pouezus, hag ar bladenn zo ken kempenn hag eñ, gant luc’hskeudennoù e-touez traoù all.

E 2010 e oa bet graet gant ar strollad muzik ar film Tron.

E 2013 e voe embannet o fladenn diwezhañ, Random access Memories. Homañ a oa disheñvel, ur wezh ouzhpenn, peogwir e voe skrivet un nebeud sonennoù gant muzisianed all evit ar wezh kentañ. Ouzhpenn-se e oa awenet ar bladenn gant an disco ha savet e vefe gant ur stil pop da vat.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads