From Wikipedia, the free encyclopedia
An dañs-tro, pe dañs a-dro, pe gavotenn alies, zo un anv hollek roet d'un toullad dañsoù breizhek.
An dud a zañs en ur c'helc'h, a-wechoù en ur chadenn digor, dorn an eil e dorn egile, ur plac'h etre daou baotr pa c'haller, en ur vont a zehoù da gleiz. Ne fiñv ket nemeur an daouarn.
Dañset e veze an dañsoù-tro ouzh son ar binioù hag ar vombard, pe hini an akordeoñs hag an dreujenn-gaol, pe c'hoazh ouzh kan ar ganerien, ar c'haner hag an diskaner(ien). Gwelout kan ha diskan.
Alies e vez graet gant an anv gavotenn, goude ma n'eus darempred ebet gant ar « gavotte » a orin gall hag an dañsoù heñvelanvet a vez dañset e Breizh. Implijet e vije bet ar ger gant diavaezidi a gave heñvelderioù etre dañs breizh hag ar gavotenn-lez. Kavet e vez ar ger kavotenn e geriadur Gregor Rostren hag implijet e veze e tolead kemper en XVIIIvet kantved. E Kerne-Uhel ne veze graet nemet gant ar ger dañs-tro.
Ar gavotennoù a vez sonet ha dañset peurvuiañ en heuliadoù ha teir lodenn enne:
E-lec'h an ton doubl e vez un ton tripl a-wechoù.
Setu amañ ur sell war an doareoù gavotennoù hengounel a glever e Breizh :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.