From Wikipedia, the free encyclopedia
Cabo Fisterra zo ur beg-douar 3 km hed hag un uhelenn e greunvaen hag a sav betek 600 m a-us d'ar Meurvor Atlantel, e Fisterra, e proviñs A Coruña e Galiza. Ul lec'h brudet eo, hag un arouez eus ar vro.
Dont a ra an anv eus al latin Finis Terræ, “penn ar bed”, un anv a vagas meur a vojenn.
Koulskoude, n'eo ket ar beg-douar pellañ er c'hornôg e lodenn gevrandirel Europa, rak Cabo da Roca, e Portugal, an hini eo; n'eo ket an hini pellañ e Galiza nag e Spagn ivez, rak Cabo Touriñán an hini eo.
Hervez skridoù zo e vije ar memes lec'h evel Promontorio Nerio an douaroniourien roman, met lod a gav dezho eo en Ara Solis emañ, ma veze azeulet an heol.
Un tour-tan zo, savet e 1853, 17 metrad uhelder dezhañ, hag ar gouloù anezhañ, a zo 143 metrad a-us d'ar mor, a daol sklêrijenn war-hed 30 milmor.
Tri emgann war vor zo bet etre Saoz ha Gall hag a zo anavet evel Emgann Cabo Fisterra.
Er-maez d'ar beg-douar-se eo e c'hoarvezas peñse al lestr Prestige.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.