From Wikipedia, the free encyclopedia
Buoc'h (liester : buoc'hed, buoc'henned ; bioù evit ar re a zo maget da reiñ laezh) a vez graet eus parez ar spesad Bos taurus, a zo loened daskirier, kornek, bronnek ha pevarzroadek. Savet e vez ar buoc'hed evit o laezh pe o c'hig, hag evit kaout leueoù diwarno.
Pa vez halet ar vuoc'h e vez maget he leue ganti: denañ e vamm a ra al leue ken na deuio ar c'houlz d'e zizonañ. Neuze e vo dispartiet ar c'holeed (tirvi yaouank) diouzh an annoared, pe onnered, ar buoc'hed yaouank.
En holl vroioù pe dost e vez maget buoc'hed. A-drugarez d'ar sevel-bioù ez eus kantmilionoù a vuoc'hed er bed a-bezh ; mar konter an holl saout : buoc'hed, tirvi, ejened, e c'haller lavarout ez eus 1 miliard 300 milion a bennoù chatal er bed.(Daveoù a vank)
Gwechall, ha betek dibenn ar bloavezhioù 1950, e veze maesaet ar saout gant ar vugale, pa vezent lakaet da labourat abred, evel a veze graet abaoe an Henamzer. Ar paotr-saout a veze graet eus ar paotr a veze lakaet d'ober al labour.
Bremañ e vezont lakaet e parkoù gant orjal tredan tro-dro. Pa oa erruet an nevezinti er vro e veze lavaret paotr-saout elektrik anezhi.
E Breizh eo a-bouez ar sevel-saout abalamour d'al laezh a vez implijet d'ober amann dreist-holl. Goro ar saout a veze graet gwechall gant an dorn, hag a oa labour ar merc'hed. Hiriv e vez graet gant mekanikoù, en ur c'hraou a vez graet sal-c'horo anezhi.
Tamm-ha-tamm avat eo aet war goazhañ lec'h an amann e buhez an dud.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.