Ur brezel diabarzh a zo ur bec'h milourel a eneb, e-barzh ur riez ul lu reizh ouzh bagadoù armet, pe bagadoù armet etrezo hag eo re vras e vent da vezañ anvet un emsavadeg. From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur brezel diabarzh (pe enbrezel, pe brezel bro) a zo ur bec'h milourel a eneb, e-barzh ur riez ul lu reizh ouzh bagadoù armet, pe bagadoù armet etrezo hag eo re vras e vent da vezañ anvet un emsavadeg.
Da vezañ galvet ur brezel e tle ar bec'h tizhout un derez bras a-walc'h a builhentez ha padout war un dermen hir a amzer. An dra-se a ro tro da zisheñvelañ ur brezel diabarzh diouzh trubuilhoù diabarzh a c'hell enderc'h oberioù a feulster damm heñvel met na c'hell ket bezañ anvet ur bec'h milourel - un emsavadeg evit skouer, pe ur stourm etre kabalioù.
Ar fed e c'hoarvez ar brezel diabarzh e-barzh ur riez kentoc'h estreget div riez e zisheñvela diouzh ar brezel etrevroadel a eneb luioù div riez d'an nebeutañ. Hervez ar Correlates of War e anver ur bec'h ur brezel diabarzh pan eus muioc'h eget 1000 den lazhet pep bloaz. Un darn vihan eus ar milionoù a dud bet lazhet e-pad Brezel diabarzh Kambodia pe Eil Brezel Diabarzh Soudan eo met an arouez-varn a lez a-gostez bec'hioù evel an Trubuilhoù e Iwerzhon an Norzh.
Gallout a ra ur brezel diabarzh kaout meur a abeg.
Ma'z eo e bal krouiñ ur riez nevez pe frankizañ un dachenn deus an dalc'h estren pe deus dalc'h ur Stad gwelet evel hep diazez gwirion war un douar, e vez anvet alies ur brezel-dizalc'hidigezh pe brezel didrevadenniñ (Brezel diabarzh Amerika, kentañ brezel Indez-Sina).
Ur brezel awenet gant abegoù politikel, daou du a vez o sevel en ur gevredigezh betek mont etrezek ar feulster (Brezel diabarzh Rusia 1917-1922, Brezel Spagn 1936-1939, Brezel diabarzh Sina (1927-1945), Brezel Korea 1950-1953 da skouer).
Ur brezel diabarzh awenet gant abegoù relijiel, pe er memes relijion etre luskadoù disheñvel (Chiited ha Sunnited da skouer) pe etre relijionoù disheñvel (Katoliked ha protestanted, boudisted ha muzulmaned da skouer)
Ur brezel diabarzh awenet gant an diforc'hioù gouennel (Rwanda etre Hutu ha Tutsi,). Arabat eo kemmeskañ gant ur gouennlazh rak ar brezel diabarzh gouennel n'eo ket dre ret ur c'hoant da lazhadegañ an holl dud a ya d'ober ar strollad gwelet evel enep.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.