Brezel Tregont Vloaz
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel Tregont Vloaz a reer eus un heuliad brezelioù hag a c’hoarvezas en Europa etre 1618 ha 1648.
Rann eus | brezelioù ar relijion en Europa |
---|---|
Stad | Impalaeriezh santel roman german |
Lec'h | Europa ar C'hreiz |
Deiziad | 23 Mae 1618 |
Deiziad kregiñ | 1618 |
Deiziad echuiñ | 1648 |
Abeg an diwezh | Feur-emglev Westfalen |
Abeg pennañ | Bohemian Revolt |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of the Thirty Years' War |
Brezel Tregont Vloaz | |
---|---|
Dug Enghien en emgann Rocroi (1643) | |
Padelezh | 1617-1648 |
Lec'h | Europa |
Emgannerien | Sveden Bohemia Denmark Rouantelezh C'hall Proviñsoù Unvanet Bro-Skos Impalaeriezh Spagn Impalaeriezh Santel German Rouantelezh Portugal Impalaeriezh Aostria Bavaria |
Disoc'h | Feur-emglev Westfalen (24 a viz Here 1648) |
Emgannoù lodenn gentañ ar brezel a c’hoarvezas e kreiz Europa, e douaroù an Impalaeriezh Santel German, hag enno e kemeras perzh al lod brasañ eus stadoù Europa, war-bouez Rusia ha Bro-Saoz. E-pad eil lodenn ar brezel e voe ivez emgannoù e Bro-C'hall, en Izelvroioù, e norzh Italia hag e Katalonia. E-pad an tregont vloaz ma padas ar brezel e kemmas ivez neuz ar brezel: eus ar brezel relijiel ma oa er penn-kentañ e troas er fin d'ur brezel etre Bro-C’hall hag Aostria.
Ma’z eo liesseurt abegoù ar brezel eo dav menegiñ an enebiezh a savas etre katoliked ha protestanted (doare Luther pe giz Calvin) a-fet politikerezh ha relijion. Ouzhpenn e voe abegoù a denne d’ar vestroniezh, d’an dieubidigezh, kevezerezh a-fet kenwerzh, gwarizi diabarzh familhoù ha skloufoni hiniennel. Ma voe difrenestriñ Praha abeg kentañ ar brezel, eo ret anzav ez eo un darvoud dister pa seller ouzh pegeit e padas ar brezel ha pegen spontus e voe. Abegoù all, kalz donoc’h, a voe.
Goude prezegerezh Martin Luther e voe gounezet tachenn buan a-walc’h gant difennerien an Disivoud protestant. Kalz priñselezhioù alaman a gemmas kredenn hag a zegemeras ar brotestantiezh, ar pezh a lakaas an Impalaeriezh Santel German da vezañ rannet. An Enep-Disivoud a voe aozet gant ar familh Habsburg, gant ar pal diazezañ ar gatolikiezh en-dro.
Peoc’h Augsburg a voe sinet e (1555). Dre an emglev-se e voe kadarnaet ar pezh a oa bet embannet gant dael Spir: an emgannoù etre katoliked ha protestanted luterian a baouezas er Stadoù alaman.
En destenn ez eus anv eus meur a dra evel:
Mont a reas war washaat an darempredoù etre stadoù Europa e penn-kentañ ar XVIIvet kantved. Dedennet e voe roue Spagn gant aferioù diabarzh Alamagn dre ma oa Fulup III Spagn a orin eus familh Habsburg, ha dre ma oa perc’henn war douaroù tost ouzh harzoù kornôg Stadoù alaman zo. Ken liammet e oa daou skourr ar familh Habsburg ken e oa boutin o folitikerezh diavaez. Roue Spagn an hini eo a rene war pep tra e gwirionez. Pennoù Bro-C’hall a voe dedennet ivez gant aferioù Alamagn, rak gwelout a raent e oant kelc’hiet gant douaroù dindan beli ar familh Habsburg. Gwall iskis e voe politikerezh Bro-C’hall d’ar mare-se: a-du e savas Richelieu gant ar briñsed protestant a-benn talañ ouzh familh Aostria (hag a oa e penn ar stourm katolik a-enep d’an Durked) padal e kendalc’he da flastrañ ar brotestanted e Bro-C’hall. Sveden ha Danmark a voe dedennet ivez gant norzh Alamagn, met dreist-holl abalamour d’o interestoù armerzh, memes ma oa ivez prederiadennoù a-fet politikerezh.
Evit a sell ouzh ar relijion ez eas an traoù war washaat e-pad eil lodenn ar XVIvet kantved. Ne voe ket doujet da beoc’h Augsburg, rak eskibien zo, daoust m’o doa kemmet kredenn, a nac’has en em zizober diouzh o douaroù. Ouzhpenn da se e tiorroas ar galviniezh en Alamagn, da lavaret eo e voe ur gredenn ouzhpenn. Padal e felle da gatoliked reter Europa (Aostria, Polonia) ma vije dalc’het ar gatolikiezh da relijion bennañ.
Boas e vezer, pa studier ar Brezel Tregont Vloaz, da rannañ anezhañ e pevar frantad : pep prantad a glot gant kresk niver an emgannerien. Bewech ec'h echuas an tri frantad kentañ gant trec'h ar gostezenn gatolik hag an impalaer, ar pezh a lakaas emgannerien all da zont da sikour ar gostezenn brotestant.
Sed aze ar pevar frantad :
Chom a reas ar brezel a-sav ur wech sinet feurioù-emglev Westfalia. War un dro e paouezas ivez Brezel Pevar-Ugent Vloaz, d’ar 24 a viz Here 1648. E-pad meur a vloaz e voe marc’hataet danvez ar feurioù-emglev, ha sinet e voent e daou lec’h disheñvel (kudennoù gwir-renk ha relijion) :
N’eus netra evit a sell ouzh ar brezel etre Spagn hag ar Rouantelezh C’hall er feurioù-emglev.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.