Wikimedia roll From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Brezel Drol (Galleg: Drôle de guerre; alamaneg: Sitzkrieg, saozneg: phoney war) a vez graet eus ar mare e-penn kentañ an Eil Brezel-bed etre diskleriadur brezel ar Gevrididi (Rouantelezh Unanet, ar Frañs) d'an Alamagn d'an 3 a viz Gwengolo 1939 hag an dagadenn Alaman d'an 10 a viz Mae 1940 war talbenn Kornôg Europa kement hag ar cheñchamantoù milourel ha politikel degaset dre-se:
En desped d'an emglevioù milourel etre Bro-C'hall, Polonia hag ar Rouantelezh Unanet evit un difenn kengred, e voe laosket Polonia da gouezhañ dindan pemp sizhun hep kaout un argadenn sikour veur a-berzh he harperien. Sioul e voe mare an "Drôle de guerre" gant un nebeud obererezhioù gant ar Gevredidi. Tagadenn ar Saar e miz Gwengolo 1939, pa voe taget ul lodenn eus Alamagn gant al lu gall evit sikour Polonia met goude un nebeud devezhioù e voe kilet gant an nerzhioù e Frañs. E miz Du, pa voe taget Finland gant an URSS e-pad Brezel ar Goañv e savas breud etre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet evit gouzout ha ret e oa sikour Finland. Ur wech savet ur c'horfad brezeliañ evit ar c'hampagn-se e oa erruet miz Meurzh ha fin ar brezel-se.
Orin an anv « drôle de guerre » a zo bet roet adal ar c'hazetenner Roland Dorgelès, gellout a rafe dont adal un treuzkompren eus an doare saoz da eñvel ar brezel-se phoney war (Faos brezel), kemmesket gant funny war, implijet e-pad un diell-film war al luioù Saoz-Gall. Evit an Alamanted ez eo ar Sitzkrieg (brezel azezet). Evit ar Boloniz ez eo an dziwna wojna, (ar brezel estonus).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.