From Wikipedia, the free encyclopedia
Bornholm zo un enezenn danat er Mor Baltel, etre aodoù Sveden en norzh hag Alamagn ha Polonia er su, hag ur gumun e Danmark.
Unan eus inizi bras ar Mor Baltel eo, dezhi ur gorread a 588 km² ha 41 802 annezad (e 2011). Rønne eo ar gêr vrasañ.
Tevennoù serzh zo a-hed an aod norzh met izel a-walc’h eo an aod su. Gwechall e veve an annezidi diwar ar pesketaerezh ; bremañ eo deuet an touristerezh da vezañ pouezus.
E sagaoù skandinavek ar Grennamzer e veze graet Burgundarholm eus Bornholm. Alfred Veur, ar roue saoz a vrezelias a-enep an Daned en IXvet kantved, a rae Burgenda Land anezhi. Krediñ a reer e vije bet lec’h annez orin pobl ar Vurgonded.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.