Graet e vez Bolcheviked (unander: Bolchevik; rusianeg большевики, (unander) большевик, distaget: [bəlʲʂᵻˈvʲik], deveret diouzh bol'shinstvo, "muiañ niver") eus ar rann eus ar strollad marksour Strollad Sokial Demokratel Labourerien Rusia (SSDLR), renet gant Lenin, a zispartias diouzh ar rann Menchevik (eus men'shinstvo, "bihan niver"). C'hoarvezout a reas an disrann-se e-kerzh an Eil Kendalc'h e 1903, ha dont a rejont da vezañ dizalc'h e 1912. Da heul Dispac'h 1917 e teujont da vezañ e penn ar galloud gant Dispac'h miz Here en anv ar soviedoù. Er bloaz 1922 e teuas ar strollad da vezañ Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.
Ar Volcheviked, krouet gant Vladimir Lenin hag Alexander Bogdanov, a oa e 1905 un aozadur galloudus gant un diaz kreñv a labourerien renet gant ur hierarkiezh demokratel kreizennet. An izili en em wele evel begenn ar reveulzi a oa da zont evit klas al labourerien e Rusia. An doareoù d'ober hag o mennozhioù a vez graet bolchevouriezh anezho.
Orin an anv
An div luskad a oa anvet da zigentañ "kreñv" (harperien Lenin) ha "sioul" (harperien Martov). Gant an amzer o redek e voe kemmet an anvioù "Bolcheviked" ha "Mencheviked", a-ziwar ar rusiange "bolshinstvo" (muiañ niver) ha "menshinstvo" (bihan niver).
Eus un tu all, harperien Martov a c'hounez ar vot war kudenn an emezeliñ er strollad. Ne oa ket bet eus un tu sklaer na gant Lenin na gant Martov. E-pad ar c'hendalc'h e oa bet kannaded o skampañ kuit ha reoù all o cheñch tu meur a wech. E fin ar c'hendalc'h e oa bet rannet sklaer an traoù etre div luskad
Adalek 1907, er yezh saoznek e vez pennadoù oc'h ober gant ar ger "Maximalist" evit "Bolchevik" ha "Minimalist" evit "Menchevik", ar pezh na oa ket sklaer rak bez e oa ul luskad "Maximalist" e-touezh ar Strollad Reveulzier Sokialour e 1904–06 (hag a savas e 1906 un unvaniñ anvet Unvanidigezh ar Sokialourien-Reveulzierien uhelañ).
Izili ar strollad
Keidenn oad izili ar strollad a zo yaouank. E 1907, 22% eus ar volcheviked a zo dindan 20 vloaz, 37% a zo etre 20–24 ha 16% a oa etre 25 ha 29. E 1905, 62% eus an izili a oa labourerien ar greanterezh (3% eus hollad poblañs 1897. 22% eus ar volcheviked a oa noblañsoù (1.7% eus hollad ar boblañs), 38% a oa peizanted hep douar perc'hennet. Evit ar Mencheviked e oa 19% ha 26% peizanted doare-se. E 1907, 78.3% eus ar volcheviked a oa rusianed ha 10% a oa yuzevien (34% hag 20% evit ar re Mencheviked). En holl e oa 8400 ezel e 1905, 13 000 e 1906 ha 46 100 e 1907 (8400, 18 000, 38 200 evit ar Mencheviked). E 1910, an div luskad kemmesket o devoa nebeutoc'h evit 10000 ezel en holl.
Penn-kentañ reveulzi 1905
An div luskad a oa mesk-divesk e 1903–04 kalz izili a yae eus un tu ha distreiñ d'an tu all. Krouer ar varksouriezh rusian Georgy Plekhanov, a oa harper da Vladimir Lenin ha d'ar volcheviked, a oa aet eus e du e 1904.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.