Berliner Dom
iliz-veur Berlin From Wikipedia, the free encyclopedia
Berliner Dom eo anv iliz-veur istorel Berlin. War enezenn ar mirdioù emañ.

Istor ar savadur
Fellout a reas d’an impalaer Wilhelm II Alamagn lakaat sevel un iliz-veur gouestelet d’al Luterianed. Lakaat a reas sevel an iliz-veur e-lec’h ma oa bet unan all en XVIIIvet kantved. Kaset e voe ar chanter gant ar savour Julius Raschdorff. Padout a reas ar chanter eus 1894 betek 1905. 114 metrad eo hirder an iliz-veur, 73 metrad hirder ha 85 metrad uhelder. Un ilzi-veur doare azginivelezh italian uhel eo.
A-us da lodenn greiz ar savadur ez eus ur goupolenn gouestelet d’ar prezegenniñ. Diouzh tu ar su emañ chapel ar badezant hag an euredoù, diouzh tu an norzh emañ ar chapel-gañv. Er c’hev-iliz ez eus war-dro 95 laour, enno izili rummad-roue Hohenzollern.

Er Berliner Dom ez eus ivez daou ograoù unan anezho o vezañ un ograoù a bevar c’hlaouier hag a 113 stumm-seniñ, bet savet e 1904.
Liammoù diavaez
![]() |
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.