From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur banniel liesliv eo ar banniel kanevedenn, warnañ pep liv kavet er c'hombodig-glav.
Implijet eo bet bannieloù a seurt-se e meur a sevenadur hag e meur a bro dre ar bed a-bezh hag a-hed an amzerioù. Peuliesañ e vez implijet evit aroueziañ al liesegezh hag ar c'hoaneg pe ar spi.
Hiziv e vez implijet meur a vanniel disheñvel hag evit meur a abeg: brudet hag anavezet e vez dreist-holl evel banniel al lorc'h gae hag ivez evel banniel ar peoc'h.
Implijet eo bet ar banniel kanevedenn, anvet a-wechoù ivez banniel ar franzik, evel rouez al lorc'h gae abaoe ar bloavezhioù 1980 d'an nebeutañ.
Krouet e oa bet ar banniel gant an arzour amerikan Gilbert Baker hag implijet e oa bet er penn-kentañ er Stadoù-Unanet met bremañ e vez implijet evel arouez an heñvelrevelezh er bed a-bezh.
Er bloavezhioù 1970 e oa bet implijet bannieloù liesliv dija evel arouez al liesegezh hag an etrebroadelezh, met liammet ouzh al lorc'h gae e oa deuet da vezañ e diwezh ar bloavezhioù 70 er Stadoù-Unanet.
Implijet e oa bet bet ar banniel treset gant Baker evit ar wech kentañ e Dibunadeg Frankis Gae San Francisco e d'ar25 a viz Mezhven 1978.
Eizh bandennad liv a oa war ar banniel kentañ-se, stag ouzh pep hini ur ster resis.
Goude ma oa bet drouklazhet an heñvelrevad Harvey Milk d'a7 27 a viv Du 1978 e felle d'an dud diskwel o fulor hag al lorc'h e senten en o identelezh revel ha stagañ a reas an embregerezh Paramount Flag Company war werzhañ bannieloù kanevedenn graet gant danvez liesliv hep al liv roz.
Kemmet e oa ar banniel e 1979 adarre o tennañ kuit al liv glas-gwer evit ma vefe par an niver a bandennoù warnañ.
A-wechoù e vez ouzhpennet livoù resis all, evel an du evit ober dave d'ar re varv gant ar SIDA.
Implijet e oa bet ar banniel-mañ evit ar wech kentañ en Italia. Deuet eo da vezañ implijet er bed a-bezh evel arouez ar peoc'h gant al luskad tud a save a-enep d'ar brezel en Irak e 2002. Skrivet e vez war ar banniel kanevedenn en italianeg ar ger pace ("peoc'h").
Implijet e vez an hevelep banniel gant familh ar ganavedenn, anvet a-wechoù ivez meuriad ar ganavedenn, ur strollad tud a ya da aloubiñ tachennoù-douar prevez er Stadoù-Unanet.
Implijet eo bet alies ur banniel kanevedenn c'hwec'hliv gant al luskad kenoberezh betek 2001.
E Perou hag en Ecuador e vez implijet ur banniel liesliev warnañ seizh bandennad liv evel banniel Tawantin Suyu (takd an Inkaed). Disheñvel eo diouzh banniel al lorc'h gae dre ma implij al liv glas sklaer kentoc'h evit al liv glas-gwer pe c'hoazh gant ur vandennad liv gwenn etre ar bandennoù melen ha gwer hep tamm glas ebet.
Gant an Aymaraed e vez implijet ur garezenn liesliv ivez anvet wiphala. Kemmañ a ra al livoù reis a lec'h da lec'h
Implijet e vez ar banniel liesliv pe ur steredenn liesliv gant an Drouzed ivez.
Implijet e veze ivez livoù ar ganevedenn war banniel an Oblast Yuzevek Emren en ez-Unaniezh Soviedel.
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.