Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bae Gdańsk (Zatoka Gdańska e poloneg, Gduńskô Hôwinga e kachoubeg, Danziger Bucht en alamaneg, Гданьская бухта, Gdan'skaya bouc'hta, e rusianeg) zo ur bae er Mor Baltel. Dont a ran e anv eus hini porzh Gdańsk e Polonia.
Rann eus | Gotland Basin |
---|---|
Adstêrioù | Stêr Wisła, Nogat, Pregolya |
Anvet diwar | Gdańsk |
Stad | Polonia, Rusia |
Daveennoù douaroniel | 54°28′59″N 18°57′31″E |
Stummet eo Bae Gdańsk gant ur blegenn eus an aod etre Ledenez Hel, e Pomerania, er c’hornôg, ha ledenez Sambia, e rannvro Kaliningrad, er reter. E goueled ar bae ez eus ul loc'h stummet gant dourioù ar stêr Wisła ha dispartiet diouzh Bae Gdańsk gant un erv hir, digor un tammig dre strizh-dour Baltiysk.
Meur a borzh bras a gaver war aod Bae Gdańsk : Kaliningrad, Gdańsk, Gdynia, Puck, Sopot, Hel, Primorsk ha Baltiysk. Er bae en em daol dourioù ar stêr Wisła, war-eeun dre veur a skourr, ar stêr Leniwka, ar stêr Śmiała Wisła hag ar stêr Martwa Wisła, hag ivez, en un doare dieeun, dre loc'h ar Wisła.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.