An Arverni (hervez al latin) pe Arverned[1] a oa unan eus pobloù galloudus Galia, diazezet en Torosad Kreiz. Diwar o anv eo deuet hini ar broviñs Arvern ha hini ar rannvro nevez Auvergne.
Meur a gêr-benn o devoe moarvat, a-hed an amzer : Gergovia, Nemessos hag Augustonemeton, a gaver meneget e skridoù Strabon ha Caesar, a vefe bet holl e-kichen kumun Clarmont-Ferrand hiziv. En em astenn a rae domani an Arverni etre hini an Aedui en hanternoz, hini al Lemovices er c’hornôg hag ar menezioù Cebenna (Cévennes) er c’hreisteiz. En eil kantved kent JK e oant unan eus pobloù galloudusañ Galia hag ar c’hreñv o doa war meur a bobl vihan amezek (Gabali, Cadurci...). Hogen pa voe faezhet o rener Bituitus gant ar jeneral roman Fabius Maximus, e -123, e voe disteraet o galloud. Savet e voe proviñs roman Gallia Narbonensis hag an Aedui a zeuas d’ober o mistri e-touez pobloù kreiz Galia.
En amzer Julius Caesar e oa kevredet an Arverni gant ar Sequani ha goulenn a rejont skoazell ar penn german Ariovistus evit stourm a-enep an Aedui, a oa kevredet gant Roma. Trec’het e voe ar Sequani gant Caesar e -58 met ne zeuas ket hemañ a-benn eus an Arverni. E -52 en em savas an Arverni, renet gant Verkingetorix, ouzh ar Romaned. Dont a reas Verkingetorix a-benn da gaout skoazell pobloù galian all (Carnutes, Bituriges, Ruteni ha pobloù all c’hoazh). E miz Mezheven -52 e voe trec’h emglev ar C’halianed war ar Romaned e Gergovia, hogen un nebeud mizioù diwezhatoc’h, e miz Here -52, e voent faezhet gant armeoù Caesar en emgann Alesia. Prizoniet e voe Verkingetorix, kaset da Roma, ha lazhet eno.
Dont a reas bro an Arverni da vezañ ul lodenn eus an Impalaeriezh roman ha lakaet e voe e proviñs Aquitania.
Pennadoù kar
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.