Aozadur ar C'hevelerezh Islamek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) (منظمة التعاون الإسلامي en arabeg; Organisation of Islamic Cooperation (OIC) e saozneg; Organisation de la coopération islamique, (OCI) e galleg) a zo un aozadur etrebroadel hag etregouarnamantel savet e 1969 hag ennañ 57 stad. Lavaret a ra an aozadur ez eo "mouezh voutin ar bed muzulman" hag e labour evit "gwareziñ ha difenn interestoù ar bed muzulman gant ar spered kas war-raok ar peoc'h hag an unvaniezh etrebroadel". Betek 2011 e oa "Aozadur ar Guzuliadeg Islamek" e anv. Emañ ar sez e Jeddah (Arabia Saoudat), hag an arabeg, ar galleg hag ar saozneg eo ar yezhoù ofisiel.

An izili

Liammoù diavaez
- (ar) (en) (fr) Lec'hienn ofisiel
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.