Antonietta zo un anv-badez italianek. Dont a ra eus troidigezh italianek an anv gallek Antoinette, a zo deuet eus an anv-badez italianek Antonia.
Ur stumm-bihanaat d'an anv-badez Antonia eo, a zo deuet diwar Antonio hag a zeu eus an anv latin Antonius, a orin etruskek.
- Merc'hed : Antonetta, Tonia, Tonina, Tona, Ninetta, Nietta, Etta, Tittella
- Kevrennek : Maria Antonietta
- Paotred : Antonietto, Antonetto
Lidet e vez an anv d'an 28 a viz C'hwevrer abalamour d'ar santez Antonietta.
Sentezed
- Santez Antonietta, leanez klaris italian, marvet e 1472
- Antonietta d'Orleans, anv italianekaet ar wenvidigez Antoinette d'Orléans-Longueville (1572-1618), diazezet ganti Urzh Merc'hed ar C'halvar
- Antonietta Meo (1930-1937), santez italian, marvet da 7 vloaz
Tud all
- Antonietta Bagarella, adanvet Ninetta, skolaerez italian, pried da Salvatore Riina, penn-bras ar mafia
- Antonietta Brandeis (1849-1910), livourez aostrian
- Antonietta Di Martino, atletourez
- Antonietta Fricci, kanerez soprano ha mezzosoprano aostrian
- Antonietta Giacomelli (1857-1949), skrivagnerez
- Antonietta Gonsalvus (1580-?)
- Antonietta Marini-Rainieri, c'hoariganerez soprano italian, en XIXvet kantved
- Antonietta Potente, leanez ha doueoniourez italian
- Antonietta Raphaël, livourez ha kizellerez italian
- Antonietta Stella, kanerez soprano italian
- Antonietta Zocchi, aktourez italian
- Antonietta janthina, ur velc'hwedenn-vor
- Antonietta luteorufa, ur velc'hwedenn-vor ivez