From Wikipedia, the free encyclopedia
Antoni Gaudí i Cornet ganet ar 25 a viz Even 1852 e « Mas de la Calderera » e Reus, ha marvet d'an 10 a viz Even 1926 e Barselona a oa un tisavour Katalan[1].
Anavezet eo evit e grouadurioù souezhus ha meurdrezus. Un den dreistordinal e oa en e labour. Un tisavour hag a trese e tiez hag a cheñche diehan ar stuñvioù betek fin ar chañter. Disheñvel kren eus tisavourien ar maredad e oa eñ. An tisavourien a oa tud meizeg, padal e oa kentoc'h krouer, saver pe artizan. A-hed e chañtieroù e ijino ha cheñcho e doareoù da sevel ar vatimantoù. Setu perak e oa ken hir ar chañtieroù gantañ. Neuze evit gellout sevel tiez e oa ret dezhañ kavout pratikoù hag a asantfe gortoz un hir dermen a-raok kaout o mad. Evit un tisavour ken ispisial e oa ret kaout neuze pratikoù a memes live. Setu ma kavas Gaudi e sikour an Aotroù Gûel, greantour bras Barselona ur profer arc'hant a feson, prest da asanti menozhioù an arzour-savour hag a oa Antoni Gaudí.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.