From Wikipedia, the free encyclopedia
Anna d'Este (1531-1607), anavezet ivez evel Anne d'Este e galleg, a oa ur briñsez italian deuet da vezañ gall dre he dimeziñ. Merc'h e oa da Ercole II d'Este ha da Renée Bro-C'hall, ur verc'h d'ar rouaned c'hall Loeiz XII hag Anna Breizh.
Dugez Aumale e oa, dugez Guise goude, un den a bouez e voe e lez Bro-C'hall a-hed ar brezelioù relijion. Prosez a reas d'an amiral Coligny a oa pennkaoz, hervezi, da lazhadenn he fried kentañ. Goude lazhadeg he daou vab gant soudarded ar roue Herri III (Bro-C'hall), e roas harp da Gevre ar Gatoliged.
Ganet e oa Anna d'Este, merc'h henañ he zud, d'ar 16 a viz Du 1531 e Ferrara, ma voe roet dezhi un deskadurezh uhel, evel a veze roet da vugale priñsed Italia neuze. Studiañ a reas istor, yezhoù ha sonerezh, deskiñ a reas kanañ, dañsal, ha livañ. Olympia Fulvia Morata, a voe skrivagnerez diwezhatoc'h, a oa mignonez dezhi el lez[1].
E 1548, goude hir varc'hata, e voe dimezet da Frañsez Loren, dug Aumale, mab da Claude Loren (1496-1550), ha dug Guise, jeneral brudet. Sinet e voe ar gevrat-eured d'an 28 a viz Gwengolo e Ferrara, graet an eured d'ar 16 a viz Kerzu e kastell Saint-Germain-en-Laye. Biken ken ne zistroas ar briñsez da Italia.
Dre he mamm e oa merc'h-vihan d'ar roue gall Loeiz XII, ha dre-se kar d'ar roue Herri II ha d'e vibien. Dre he dimeziñ e tegouezhe en tiegezh Loren ha Guise, a oa e barr e c'halloud el lez c'hall, ha dre he donet eus Italia e komze yezh ar rouanez Caterina de' Medici.
Kenkent hag erruet e voe un den a bouez el lez. Pa varvas he zad-kaer e 1550 e voe dugez Guise hag e veras, gant he mamm-gaer Antoinette de Bourbon, madoù an tiegezh Guise.
Hanterourez e oa ivez etre lez Ferrara ha hini Bro-C'hall, ma tifenne lazioù he zad.
Seizh bugel he doe, pevar a zesavas. Karantez a oa etre an daou bried, hogen kalz a warizi a oa en ozhac'h, ken e lakae heuliañ anezhi.
Skoazellañ he mamm a reas da wareziñ ar brotestanted c'hall a ranke tec'hel eus Bro-C'hall hag a gave gwarez e Ferrara. Frañsez Guise avat a lennas o lizheroù hag a zifennas outi daremprediñ he mamm ken.
Dre ma kare he fried e pardonas dezhañ lazhadeg Wassy, ma teuas a-benn da virout outañ a lazhañ ar maouezed war-lerc'h an tri-ugent protestant a oa bet kavet oc'h azeuliñ Doue er c'hiz protestant en ur skiber.
Pa voe drouklazhet he fried gant an hugunod Jean de Poltrot de Méré, e miz C'hwevrer 1563, e voe glac'haret bras. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ diempret. Anna avat a gave dezhi e oa bet gourc'hemennet ar muntr gant Gaspard de Coligny, penn bras an hugunoded, ha klask a eure ober prosez dezhañ. E-pad tri bloaz e talc'has an intañvez war ar roue ha war ar varnerien evit kas an afer da benn-vat, hogen e miz Genver 1566 e voe disklêriet gant kuzul ar roue e oa digablus Coligny hag embannet e ranked ober « peoc'h da viken » diwar-benn an afer.
D'an 22 a viz Eost 1572 e voe tennet war Coligny, ha dre vurzhud ne voe ket tizhet ; darn a gredas ne oa ar gwalldaol-se nemet dial intañvez dug Guise. Kement-se bepred a voe deroù lazhadeg Sant Berteleme a grogad daou zevezh war-lerc'h. Diaes eo gouzout peseurt perzh resis a gemeras Anna d'Este en afer-se, evel el lazhadegoù.
Addimeziñ a reas Anna e 1566, e Saint-Maur-des-Fossés, da Jacques de Savoie, dug Nemours ha Genevois. Hervez al lez e oa ur gaer a vaouez c'hoazh, evel en amzer he yaouankiz. Jacques de Savoie a oa bet e karantez ganti gwechall hag en devoa roet skoazell dezhi pa oa nevez-intañvezet. Diwar neuze e tremenas kalz amzer en Annecy, pe o veajiñ etre Genevois ha lez Pariz.
E miz Kerzu 1588 e voe lazhet daou vab henañ Anna d'Este e kastell Bleaz war urzh ar roue gall Herri III, ha bac'het e voe o mamm. Divac'het e voe e miz C'hwevrer 1589, ha mont a reas da Bariz da gemer perzh en aozadur Kevre ar Gatoliged, ma veze graet ar « rouanez-vamm » anezhi, ken bras ma oa he levezon er gêr-benn c'hall. Darn eus he c'hempredidi a gave gante eo hi an hini a roas urzh da lazhañ ar roue, pa varvas dindan taolioù kontell ar manac'h Jacques Clément e Saint-Cloud d'an 2 a viz Eost 1589.
Pa droas Herri Bourbon ouzh ar gatoligiezh ec'h anavezas anezhañ evel roue hag e klaskas ober d'e vibien ober kemend-all.
Mervel a eure d'ar 17 a viz Mae 1607. Beziet e voe he c'hourailhoù e Pariz, hogen kaset e voe he c'halon da Joinville, da lakaat e bez an tiegezh Guise, ha kaset he c'horf da Annecy, ma voe beziet e-kichen hec'h eil pried. N'eus bet miret hini eus ar bezioù.
Div wech e timezas Anna d'Este.
D'an 18 a viz C'hwevrer 1563 e voe lazhet he fried gant ur protestant, Jean de Poltrot de Méré.
Pa voe intañvez adarre, e 1585, e vevas en Ostel Nemours e Pariz, war lez kleiz ar Saena, hiziv er straed Séguier, ma varvas d'ar 17 a viz Mae 1607, d'an oad a 76 vloaz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.