From Wikipedia, the free encyclopedia
André-Marie Ampère a zo bet ganet e Lyon d'an 20 a viz Genver 1775 ha marvet e Marselha d'an 10 a viz Even 1836. Ur jedoniour ha fizikour gall e oa. Ijinet en deus ar pellskriver tredan kentañ, ha, gant François Arago, ar maen-touch-tredan. E 1827 e tisplegaas teorem an tredanmagneterezh. E anv a zo bet roet da unanenn etrebroadel ar fonnder tredan : an amper.
Adalek e vugaleaj e plijas da André-Marie Ampère deskiñ. Kaset en dije da benn jedadennoù hir gant mein ha bruzunoù kouignoù a-raok anavezout ar sifroù. Kregiñ a reas e dad da zeskiñ latin dezhañ, hogen, dilezel a reas ar c'henteliañ-se pa welas ne oa dedennet e vab met gant ar matematik hepken. Koulskoude ec'h adkgrogas Ampère gant e gentelioù latin un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, peadra dezhañ da gompren labourioù Leonhard Euler ha Daniel Bernoulli.
E 1796 e kejas Ampère gant Julie Carron, dimeziñ a rejont e 1799. Adalek 1796 e roas Ampère kentelioù matematik, kimiezh ha yezhoù e Lyon. E 1801 e teuas Ampère da vezañ kelenner fizik ha kimiezh e Bourg-en-Bresse, e Skol-greiz departamant an Ain (bremañ lise Jérôme Lalande), en ur leuskel e wreg hag e vab Jean-Jacques e Lyon. Mervel a reas e wreg e 1803. Er memes bloavezh e voe anvet Ampère da gelenner matematik e lise Lyon. E 1804 e voe anvet da vestr-studi dielfennadur er Skol liesteknik ; en em staliañ a reas neuze e Pariz. D'ar c'hentañ a viz Eost 1806 e timezas gant Jeanne-Françoise Poto, a varvas e Versailles e 1866, da 88 vloaz ; reiñ a reas ur verc'h dezhañ, Albine hec'h anv (1807-1842).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.