From Wikipedia, the free encyclopedia
Amartya Kumar Sen (e bengaleg: অমর্ত্য সেন) a zo ur prederour hag un ekonomour indiat.
Ganet eo bet d'an 3 a viz Du 1933 e Santiniketan e Bengal ar C'hornôg, India.
E familh zo a orin eus Dhaka (e Bangladesh bremañ). E dad, Ashutosh Sen, a oa kelenner war ar gimiezh e Skol-veur Dhaka. Kas a reas e familh da Vengal ar C'hornôg e 1945. Labourat e reas e meur an ensavadur Stad. Mamm Amartya, Amita, a oa merc'h da Kshiti Mohan Sen, un den brudet evit e ouiziegezh war India en Henamzer hag er Grennamzer ha tost-kaer eus Rabindranath Tagore. Eil kañzeller Skol-veur Visva-Bharati a voe e-pad un toullad bloavezhioù.
Kregiñ a reas Amartya gant e studioù e Skolaj Sant Gregor (St Gregory's School) e Dhaka e 1940. Adalek diskaramzer 1941 e studias er skol stag ouzh Skol-veur Visva-Bharati. Mont a reas goude da "Presidency College" e Kolkata, gounit a reas ur B.A. (diplom Bachelor of Arts) en ekonomiezh. E 1953 e yeas da Drinity College e Cambridge, un eil B.A. en ekonomiezh en doe eno e 1955. Pa oa c'hoazh ez ofisiel o prientiñ e bPh.D.(doktorelezh) e Cambridge (daoust dezhañ bezañ tost echu e imbourc'hioù e 1955-56 e voe kinniget dezhañ bezañ Kelenner ha Penn Rann an Ekonomiezh e Skol-veur nevez Jadavpur e Calcutta. Seveniñ a reas ar garg-se etre 1956 ha 1958.
E-keit se e voe dibabet evit ur "Prize Fellowship" e Trinity College. Gellout a reas ober ar pezh a felle dezhañ e-pad pevar bloaz. Dibab a reas studiañ ar brederouriezh. An dibab-se a voe a-bouez-bras evit e labourioù da-heul.
Abaoe 1972 en deus labouret ha kelennet er Rouantelezh-Unanet hag er Stadoù-Unanet.
Bez eo bremañ "Thomas W. Lamont University Professor" ha "Professor of Economics and Philosophy at Harvard University". Kañseller Skol-veur Nalanda eo. Ezel eo eus meur a vodad gouizeien : e Harvard, eus "All Souls College" e Oxford, eus Darwin College e Cambridge hag eus Trinity College, Cambridge. Bet eo bet " Master" (Rener) ar rann skol-veur-se eus 1998 da 2004.
Resevet en deus Priz Nobel ar Skiantoù Ekonomikel (pe Priz Nobel an Ekonomiezh) e 1988.
Degaset en deus traoù a-bouez da ekonomiezh an hevoud, da deorienn an dibaboù sokial, da hini ar reizhded ekonomikel ha sokial, da deoriennoù ekonomikel a-zivout an naonegezhioù, d'an doareoù da vuzuliañ pegen mat eo stad ar geodedourien er broioù o tiorren, ha da deoriennoù diwar-benn an demokratelezh.
Anavezet eo evit stourm kalet evit an hollbouellouriezh, al likaat hag ar gevatalted en India.
Resevet en deus titloù a enor en ouzhpenn 90 Skol-veur er bed a-bezh.
E 1954 e resevas ar Priz Adam Smith.
E 1981 e voe dilennet Foreign Honorary Member an American Academy of Arts and Sciences.
E 1982 e voe degemeret evel ezel a enor an Institute of Social Studies.
E 1998 e resevas Priz Nobel ar Skiantoù Ekonomikel.
E 1999 e resevas ar Bharat Ratna, "uhelañ enor sivil Bro-Indez", gant Prezidant ar vro.
E 1999 e voe gaet keodedour a enor Bangladesh gant Sheikh Hasina.
E 2000 e voe degemeret "Companion of Honour" ar Rouantelezh Unanet.
E 2000 e resevas Priz Leontief Prize gant Global Development and Environment Institute.
E 2000 e resevaas an Eisenhower Medal for Leadership and Service S-U.
E 2013 e voe graet Komandour Lejion a enor Frañs.
Adembannet e 1999: Sen, Amartya. Choice, Welfare, and Measurement. Cambridge, Massachusetts: Harvard University Press. ISBN 9780674127784.
Adembannete 1984. Sen, Amartya. Collective Choice and Social Welfare (2nd ed.). New York, NY: North-Holland Sole skigner evit ar S-U ha Kanada Elsevier Science Publishing Co. ISBN 9780444851277.
Adembannet e 1999 : Sen, Amartya. Commodities and Capabilities (2nd ed.). Delhi New York: Oxford University Press. ISBN 9780195650389.
Adembannet e 2003 : Sen, Amartya. "Inequality Reexamined". Oxford Scholarship Online (Oxford University Press). doi:10.1093/0198289286.001.0001.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.