From Wikipedia, the free encyclopedia
Ac'hilleüs ( Ἀχιλλεύς, Ac'hilleús en henc’hresianeg[1]), pe Akilles[2] zo unan eus an harozed pennañ a gemeras perzh e Brezel Troia. Mab e oa da b-Peleüs (roue Fthia e Thessalia) ha d'an Nereidenn Thetis.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Q4072954 |
Deiziad ganedigezh | talvoud ebet |
Deiziad ar marv | talvoud ebet |
Lec'h ar marv | Troia |
Killed by | Paris |
Lec'h douaridigezh | Achilleion |
Tad | Peleüs |
Mamm | Thetis |
Pried | Deidamia, Elena Troia |
Kompagnun(ez) | Patrokles, Diomede, Penthesilea, Briseis, Elena Troia |
Bugel | Euphorion, Neoptolemos |
Karg | king of Myrmidons |
Relijion | Relijion er gevredigezh hellazek |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres |
Brezel | Brezel Troia |
Present in work | Ilias, Divina Commedia, Hades |
Deskrivet dre | Statue of Achilles, Lamia |
Narrative role | main character |
Enemy | Hektor |
Graet e vez « Pelead » anezhañ alies[3] pe « Akaiad » (pe « Akean »), anvioù a zegas e orin da soñj.
Fellout a rae d’e vamm lakaat anezhañ da zont da vezañ divarvel. Goude se e kemm an istor hervez an danevellerien. Hervez Likofron, Thetis he doa bet seizh mab gant Peleüs, ha taolet he doa c'hwec'h anezhe en tan, abalamour ma ne oant ket divarvel ha dre chif abalamour d’hec'h eured ret gant Peleüs. Displeger Homeros a zisklêr kentoc’h e lakae anezhe en tan evit ma vefe devet gantañ lodenn varvel ar vugale. (Kontañ a reer ur vojenn damheñvel diwar-benn Isis, er vitologiezh egiptat, pe diwar Demofon Eleusis). Hervez ar yezhadurour Yann Tzetzes, e frotas he mab gant ambrosia hag e sankas anezhañ e-kreiz an tan diouzh an noz.
Kontañ a reer peurliesañ avat e soubas Thetis he mab e dour ar Styks, stêr an Ifernioù gresian, o terc'hel anezhañ diwar-bouez seul e droad. Dont a reas da vezañ dic’hloazus a-drugarez d'ar gouronkadenn-se, war-bouez ar seul a oa bet dalc'het gant e vamm. Koulskoude, netra en Ilias ne laka da zoñjal ne c'hall ket Akilles bezañ gloazet gant an taolioù. En Heuliad Homeros savet gant Quintus Smyrnum e oa gloazet gant ar priñs etiopian Memnon (II, 410-411). A-hent-all, Akilles n'eo ket an haroz gresian nemetañ zo kontet (hogos) dic’hloazus : Ajas Veur a oa kontet bezañ dic’hloazus ivez gant an Henc’hresianed(Daveoù a vank).
Deskiñ a reas Ac'hilleüs arz an helavarouriezh ha mane an armoù gant Foiniks. Bet en doe kentelioù mezegiezh gant an den-marc'h C'hiron, a vouetas anezhañ diwar stripoù loened evit reiñ dezhañ o nerzh ha diwar mel evit an douster.
Diouganañ a reas e vamm dezhañ en doa ar choaz etre ur vuhez verr met leun a glod ha ur vuhez hir met diglod, met respont a reas e kave gwelloc'h an hini gentañ (evel Cú Chulainn). Pa ne oa ken 9 bloaz e tiouganas Kalc'has ne c'hallfe ket ar C'hresianed tremen heptañ da gaout an trec'h abalamour d'e gened, d'e galon ha da warez Hera hag Athena. E vamm, he doa aon e vefe lazhet, a zic'hizas anezhañ e maouez hag a guzhas anezhañ e-touez merc'hed Likomedes, roue Skiros, kuit na vefe kavet gant ar vrezelourien. Graet e veze Pyrrha anezhañ eno, da lâret eo « an hini he blev rous ». Ur mab en doe "Pyrrha" memes tra gant unan eus merc'hed ar roue Likomedes, Deidamea, a euredo diwezhatoc'h. Neoptolemos e vab, lesanvet e oa ivez Pyrrhus, a gemeras perzh ivez e Brezel Troia.
A-hervez e voe rediet da vont gant ar C'hresianed da Vrezel Troia a-drugarez d'ur finesa kavet gant Odysseüs : Dic'hizet e marc'hadour, roue Itaka a ginigas da verc'hed Likomedes sellet ouzh gwiadoù hag ouzh armoù prizius. Akilles a oa anavet abalamour ma oa an hini nemetañ a glaskas maneañ an armoù. War ar c'hontrol, hervez Homeros (Ilias, IX, 439) e oa kaset Akilles gant Peleüs war-eeun, gant e Virmidoned.
C'hoantaus da c'hounit klod ha da gas kurioù da benn e heul eta, gant e vignon Patrokles, an daou haroz gresian Odysseüs ha Nestor da gemer perzh e seziz Troia. E deroù ar brezel, hrevez ar pseudo-Apollodoros ez eo 15 vloaz, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar vrezelourien akean yaouankañ.
Degouezhet e Troia, hag ur wezh an Droianed kuzhet a-dreñv o mogerioù, Akilles a glask mirout oute a bourchas bevañs. E penn e listri e tag hag e faezh unnek keoded eus Azia-Vihanañ. En unan eus ar c'heodedoù-se an hini, e-doug an dekvet bloavezh seziz, pa oa kemeret kêr Tebe, e roer dezhañ evel e lodenn eus ar pezh zo bet preizhet, Briseis, tra ma resev Agamemnon C'hryseis.
D'ar c'houlz-se e teraou danevell an Ilias. Skoet eo kamp an Akeaned gant ur vosenn ha Kalc'has, atizet gant Ac'hilleüs, a zisklêr ez eo kastizet an Akeaned gant Apollon abalamour m'en doa nac'het Agamemnon ouzh e veleg, krises, rentañ dezhañ e verc'h C'hryseis. Rediet da blegañ ha da zieubiñ e sklavez, Agamemnon a ya droug ennañ hag a c'houlenn un digoll. N'emañ ket Ac'hilleus a-du gantañ ha neuze e tiviz Agamemnon, evit mezhekaat anezhañ, kemer Briseis, he sklavez. Droug ennañ, Ac'hilleüs en em denn dindan e deltenn hag a dou war bazh-roue Agamemnon, ur prof a-berzh Zeus, ne zistroio ket d'an emgann ken na vo renket ar gaou zo bet graet outañ. Aspediñ a ra e vamm da c'houlenn digant Zeüs reiñ an tu-gounit d'an Droianed keit ha ma ne zistroio ket war an dachenn emgann. Reiñ a ra Zeus dezhañ e c'hoant. Setu a zo danevellet berr ha berr e gwerzennoù kentañ an Ilias :
μηνιν άειδε θεὰ Πηληιάδεω Αχιληος
ουλομένην, ὴ μυρί' Αχαιοις άλγε' έθηκε,
πολλὰς δ' ιφθίμους ψυχὰς ́Αιδι προίαψεν
ηρώων, αυτοὺς δὲ ελώρια τευχε κύνεσσιν
οιωνοισί τε πασι, Διὸς δ' ετελείετο βουλή,
« Kan, a zoueez, fulor ar Pelead Ac'hilleus ,
Brouez marvus a zegasas poanioù diniver d'an Akeaned
hag a reas diskenn da di Hades kement a eneoù kalonek
a harozed a voe roet o c'horfoù d'ar chas da zrailhañ
ha d'an evned diniver : evel-se e oa sevenet youl Zeus »
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.