An Afer Dreyfus zo ur stourmadenn sokial ha politikel a oa erruet e fin an XIXvet kantved. Tamallet e oa d'ar c'habiten Dreyfus bezañ ur spier evit an Alamaned abalamour ma oa yuzev. An afer he deus kemeret ur plas bras-tre hag ur gwallskouer eo bet a-gaoz d'ur c'hazetennerezh levezonus.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Anvet diwar | Alfred Dreyfus |
---|---|
Stad | Trede Republik c'hall |
Lec'h | Pariz |
Deiziad kregiñ | 1894 |
Deiziad echuiñ | 1906 |
Dezverket dre | injustice, Enepyuzevegezh |
An afer Dreyfus a groge e 1894 pa voe tamallet Dreyfus, un ofiser gall a oa bet tamallet da spiañ evit kont Alamagn. Ar servij titouroù mirourel a gavas ul lizher anvet « le bordereau » a broue e oa ur treitour e-barzh an arme. An enep-spierezh a zizoloas e oa titouroù war an arme, a c'helle bout treuzkaset d'an enebourien. Ar jeneral Auguste Mercier hag ar c'homandant Armand du Party de Can en doa aozet kement all a-benn ma vefe Dreyfus tamallet. Kondaonet e voe hemañ d'ar galeoù ha d'an dic'haloñsadur. Ar gwallskouer a darzhas gant ar gazetenn " la libre parole", a oa un tammig enep-yuzev. Dreyfus a zo bet harluet e-barzh enez an diaoul. Kement-se a oa un taol sevel a -enep Dreyfus abalmour ma oa eñ hini kablus peurvat, rak yuzev e oa an ofiser. Met an treitour gwir, a oa ar c'homandant Ferdinand Walsin Esterhazy. Koulskoude a oa didamall an hini kablus gwir goude ar c'huzul brezel. Ken e oa bet embannet " J'accuse" gant Emile Zola evit difenn Dreyfus. Brudet e oa ar pennad-mañ, abaoe ma oa embannet, kalz a dud nevez a oa evit difenn Dreyfus. Bro-C'hall a oa rannet etre daou gamp o doa daou soñj disheñvel. Tud a-enep Dreyfus, a oa evit enor an arme. Anvet e oa "anti-Dreyfusard". Kalz a dud a oa enepyuzevien a dage Dreyfus, ne oa ket kement a dud a-enep Dreyfus a rannent ar mennozh-se. E Bro-C'hall e voe kabaduilhoù enepyuzevien. Neuze ur bec'h sokial e oa a-gaoz d'an afer-se. Ur c'huzul brezel nevez a voe aozet e Roazhon e 1899 e-lec'h ma oa Dreyfus c'hoazh tamallet da zek bloaz prizon. Erfin, Emile Loubet, prezidant ar republik eus 1899 da 1906, en doa digastizet Dreyfus. Hemañ en deus adkemeret e wirioù ar 12 a viz Gouere 1906 ken ez eas en-dro en e blas e-barzh an arme. An afer Dreyfus he deus kemeret ur plas bras tre en istor Bro-C'hall ma voe tizhet ar vuhez politikel, sokial ha gwirel. Dreyfus en deus bevet ar Brezel-bed kentañ war-lerc'h an afer pa oa c'hoazh e-barzh an arme.☺
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.