From Wikipedia, the free encyclopedia
Adolfo Bioy Casares zo ur skrivagner arc'hantinat ganet e Buenos Aires, d'ar 15 a viz Gwengolo 1914 ha marvet eno ivez d'an 8 a viz Meurzh 1999. E dad a oa genidik eus Bearn.
Mignon e oa da Jorge Luis Borges, ha kenlabouret en deus gantañ. Dimezet e oa da Silvina Ocampo, c'hoar da Victoria Ocampos.
1914 - Ganet eo Adolfo Bioy Casares d'ar 15 a viz Gwengolo en Buenos Aires, mab da Adolfo Bioy ha Marta Casares.
1919 - klevout a ra e dad o lavarout barzhonegoù arc'hantinat : ar Martín Fierro; Fausto gant Estanislao del Campo; A Rosas, gant José Mármol; El Inválido gant Bartolomé Mitre; El Ombú gant Luis Dominguez hag El Cigarro gant Florencio Balcarce.
1923 - labourat a ra gant Enrique L. Drago Mitre hag ar vreudeur Menditeguy war dro ar gelaouenn berrbad Batitú.
1997 - Embannet eo De jardines ajenos hag an dastumad danevelloù Una Magia Modesta. Skrivañ a ra De Un Mundo a Otro.
1998 - Embannet eo ar romant De Un Mundo a Otro.
Patrom:Wikiquote
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.