A Game of Thrones (romant)

romant From Wikipedia, the free encyclopedia

A Game of Thrones ("Ur C'hoari Tronioù") zo kentañ romant an heuliad A Song of Ice and Fire gant ar skrivagner stadunanat George R. R. Martin. Embannet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 1añ a viz Eost 1996.

Fedoù berr-ha-berr Titl, Heuliad ...
A Game of Thrones
oberenn lennegel
TitlA Game of Thrones 
HeuliadUr Ganaouenn a Skorn ha Tan 
Heuliet gantA Clash of Kings 
Seurt oberennromant 
Tachennhigh fantasy, faltazi 
AozerGeorge R. R. Martin 
Deiziad embann9 Eos 1996 
Bro orinStadoù-Unanet 
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg SUA, saozneg 
Lec'h an istorWesteros 
Prizioù resevetLocus Award for Best Fantasy Novel, Ignotus Award for Best Foreign Novel 
Bet kinniget evitNebula Award for Best Novel, World Fantasy Award for Best Novel 
Hollved faltaziekWorld of Ice and Fire 
Pennlinenn“We should start back,” Gared urged as the woods began to grow dark around them. 
Lec'hienn ofisielhttps://georgerrmartin.com/grrm_book/a-game-of-thrones-a-song-of-ice-and-fire-book-one/ 
A implijfantasy map 
Serriñ
Thumb
Logo ar stirad skinwel savet diwar ar romantoù, 2011

Er romant e vez kontet an istor adal meur a savboent. Martin a zegas ennañ diazez bed e romantoù : an tiegezhioù noblañs eus Westeros, ar Voger, ar re Dargaryan. Ar romant a zo bet diazez evit labourioù a bep seurt evel c'hoarioù video ha c'hoarioù taol.
Adkemeret eo bet e-pad kentañ koulzad ar stirad Game of Thrones, war ar chadenn skinwel HBO hag a zo bet skignet evit ar wech kentañ e 2011.

Istor

Er Seizh Kurunenn

Pa grog ar romant, Eddard "Ned" Stark, penn lodenn Norzh rouantelezh ar Seizh Kurunenn, a laka d'ar marv un dizertour eus an Night Watch, un urzh milourel hag a ziwall ur Voger skorn a zo harzoù norzh ar rouantelezh. Pa zistro d'e gastell e Winterfell e kav c'hwec'h bleiz ramzel hag e ro unan anezho da bep unan eus e vugale.
Pa varv Jon Arryn, dorn ar roue Robert Baratheon, Robert a c'houlenn digant e vignon Ned kemer lec'h Arryn evel kuzulier meur ar roue. Kinnig a ra ivez e vefe dimezet merc'h Ned Sansa d'e vab Joffrey. Ned a sav a-du gant ar goulenn pa vez kontet dezhañ dre gwreg Arryn, Lysa, e vefe ar rouanez Cersei Lannister hag he familh o defe bet ampoezonet Arryn.
Nebeut amzer goude-se, Bran mab da Ned a wel Cersei o kaout un darempred reizhel gant he breur gevell Jaime Lannister. Bannet eo Bran eus un tour evit ma chomfe kuzhet an darvoud ; ne c'hell mui implijout e zivhar.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.