1994: kann etre pesketourien ha polised e-kerzh ur vanifestadeg da-geñver gweladenn ar c'hentañ ministr gall Édouard Balladur e Roazhon. Reuz bras e-kêr. Degadoù a dud gloazet. Goude kreiznoz, d'ar 5 neuze, e pegas an tan e Parlamant Breizh en un doare dizispleg. Freuzet-lip e voe gant an tan-gwall.