Genver
- 1añ a viz Genver :
- Hervez sifroù diwezhañ an INSEE ez eus 4 587 327 a dud o vevañ e Breizh : 1 328 620 el Liger-Atlantel, 1 019 923 en Il-ha-Gwilen, 903 921 e Penn-ar-Bed, 737 778 er Mor-Bihan ha 597 085 en Aodoù-an-Arvor.
- Trizek kumun nevez zo bet krouet e Breizh, diwar bodañ kumunioù kent : Lambal, Lanyugon, Ar Menez, Ar Milinoù, Ploheg-Peniti ha Porzhig en Aodoù-an-Arvor, Gwaien ha Sant-Tegoneg-Logeginer e Penn-ar-Bed, Chapel-al-Loc'h ha Gwipri-Mezeg en Il-ha-Gwilen, Diwazh-Liger, Gwer-Liger, Kalaved-Raez, Kernevez-Raez, Ligeraosant ha Machikoul-Sant-Masen el Liger-Atlantel, Eveliz, Teiz-Noaloù ha Traoñ-an-Oud er Mor-Bihan.
- 9 a viz Genver : manifestadeg a-enep raktres aerborzh nevez Kernitron-al-Lann, gant etre 7 200 hag 20 000 manifester e Naoned.
- 24 a viz Genver : 15 000 a dud o vanifestiñ e kreiz kêr Brest evit harpañ ar c'h-Crédit mutuel de Bretagne, en arvar da goll e emrenerezh ha da vezañ unanet gant kefioù all Crédit mutuel e Bro-C'hall.
- 25 a viz Genver : gant lez-varn Naoned eo bet embannet e ranko an annezidi kuitaat an dachenn ma’z eus anv da sevel un aerborzh etrebroadel e Kernitron-al-Lann, dindan daou viz.
Gouere
- 4 a viz Gouere : paouez a ra France 3 Breizh da skignañ keleier brezhonek pemdeziek An Taol Lagad evit an hañv. Paouez a ra ivez da skignañ keleier gallek France 3 Iroise, evit 9 sizhun ivez.
Eost
- 1añ a viz Eost-6 a viz Eost : kerzhadeg Tro Breizh, gant 1500 den, etre Kemper ha Kastell-Paol.
- Trizek delwenn nevez zo bet staliet e Traoñienn ar Sent, e Karnoed : Melar, Elouan, Briag, Moe, Pereg, Ernog, Nikodem, Mael ha Ke.
Here
- Yaou 20 a viz Here : votet ez eus ur "Brastres yezh" e kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit kas ar brezhoneg war-raok en departamant.
Kerzu
- Sadorn 17 a viz Kerzu : ar gevredigezh Kelc'h An Dael en deus aozet an dilennadegoù broadel breizhat kentañ. Dilennet e voe 33 daelour e-barzh Dael Breizh.