1944 (film)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

1944 zo ur film brezel estoniat embannet e 2015 ha sevenet gant Elmo Nüganen. Ar film a voe skignet evit ar wech kentañ e miz C'hwevrer 2015 e Berlin, en Alamagn, a-raok bezañ embannet en Estonia ha broioù norzh Europa. Lakaet e oa bet war ar renk evit lid an 88vet Academy Awards met ne voe ket trec'h.

Fedoù berr-ha-berr Titl, Tachenn ...
Remove ads

E 1944 emañ Talbenn soviedel Leningrad o tagañ Estonia e dalc'h an Alamanted. Evit tud yaouank ar vro ez eo ret choaz un tu. Lod a zo emezelet pe bet rediet da vont da soudarded en nerzhioù alaman. Lod all a zo emezelet pe bet rediet da vont da soudarded en Arme Ruz. A bep tu n'eo ket mennet ar soudarded gant mennozhioù politikel estren met klask a reont stourm evit dishualded ar vro. Met an tu a gollo ar brezel a welo e izili lakaet da dreitourien gant ar riskl da vezañ lazhadeget pe kaset d'ar c'hampoù-bac'h.

Remove ads

Istor ar film

Kregiñ a ra ar film 1944 gant emgann al linenn Tannenberg. An emgann a zo drastus evit an daou du engouestlet, gant Estoniz en Arme Ruz hag er Waffen-SS.

Aktourien

  • Kaspar Velberg evel Sturmmann Karl Tammik
  • Kristjan Üksküla evel Serjant Jüri Jõgi
  • Maiken Schmidt evel Aino Tammik
  • Gert Raudsep evel Ants Saareste
  • Ain Mäeots evel Kabiten Evald Viires
  • Peeter Tammearu evel Partorg (Kannad ofisie ar Strollad Komunour)
  • Märt Pius ha Priit Pius evel Ar vreudeur Käär
  • Hendrik Toompere jr evel Rottenführer Kristjan Põder
  • Kristjan Sarv evel Abram Joffe
  • Rain Simmul evel Prohhor Sedõhh
  • Martin Mill evel Alfred Tuul
  • Ivo Uukkivi evel Rudolf Kask
  • Marko Leht evel Valter Hein
  • Mait Malmsten evel ezel ar gouarnamant
  • Magnús Mariuson evel Carl an danat
  • Pääru Oja evel infirmiour Elmar Säinas
  • Hendrik Toompere Jr. Jr. evel Kristjan Põder
  • Külli Teetamm evel Ar vamm gant he bugale
  • Kristo Viiding evel Leonhard Talu
  • Karl-Andreas Kalmet evel Vladimir Kamenski
  • Priit Loog evel Paul Mets
  • Andero Ermel evel Oskar Lepik
Remove ads

Degemer ar film

War al lec'hienn IMDb, ar film 1944 a zo notennet 7.5/10, hervez 1005 vot.

Berzet eo ar film e kevredad Rusia.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads