Ystwyth
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar stêr Ystwyth zo ur stêr eus Kembre a dremen dre gêr Aberystwyth, a zo savet hec'h anv diwar anv ar stêr, a-raok kenaberiñ e bae Ceredigion gant ar Rheidol.
Eieniñ a ra e Cronfa Ddŵr Craig Goch e Cwm Elan. Traonienn ar stêr (Dyffryn Ystwyth) n'eo ket stank he foblañs, n'eus nemet nebeut a gêriadennoù, evel Ysbyty Ystwyth, Cwmystwyth, Pontrhydygroes, Llanilar ha Llanfarian.
Gwechall e oa mengleuzioù arc'hant, plom, zink, adalek amzer ar Romaned betek an XVIIIvet kantved. Mengleuz Cwmystwyth e oa ar vrasañ.