Ar yezhoù moundek a zo anezhe ur familh-yezhoù komzet e biz ha kreiz India gant tro-dro da 9.000.000 a dud.

Hiziv, an darn vrasañ eus ar yezhoniourion a renk ar yezhoù moundek a-gevret gant ar yezhoù monek-kmerek e familh ar yezhoù aostrez-aziatek.

N'eo ket sklaer eus pelec'h e teu ar yezhoù moundek, met peurliesañ e vez kredet ez eus anezhe yezhoù orin India.

Meur a doare ez eus da isrannañ er yezhoù moundek. Setu unan eus an doareoù implijet alies:

Yezhoù moundek

  • Yezhoù moundek an hanternoz
    • Yezhoù kherwarek
      • Agareg
      • Bijoreg
      • Korakoueg
      • Yezhoù moundarek
      • Yezhoù santalek
    • Korkoueg
  • Yezhoù moundek ar c'hreisteiz
    • Yezhoù khariek-djouangek
      • Kharieg
      • Djuoangeg
    • Yezhoù moundek korapoutek
      • Yezhoù goutobek-remoek-getaek
        • Gataeg
        • Bondoeg
        • Bodoeg-gadabaeg
      • Yezhoù soraek-djourayek-gorumek
        • Parengeg
        • Soraeg
        • Djourayek
        • Lodheg

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.